The Sun
| Deiziad krouiñ | 1964 |
|---|---|
| Titl | The Sun |
| Stad | Rouantelezh-Unanet |
| Luskad politikel | populism, tu dehoù |
| Perc'hennet gant | News Group Newspapers Ltd |
| Sez sokial | Wapping, Londrez |
| Ti-embann | News Corp |
| Bro orin | Rouantelezh-Unanet |
| Yezh an oberenn pe an anv | saozneg |
| Deiziad kregiñ | 1964 |
| Stumm ar gazetenn | tabloid |
| Lec'hienn ofisiel | https://thesun.co.uk |
| Istor | history of the The Sun 1702-1806 |
The Sun zo ur gazetenn saoz doare tabloid embannet gant News Group Newspapers, ur skourr eus News UK, hag a zo perc'hennet gant News Corp, un aozadur renet gant Lachlan Murdoch[1].
Savet e oa bet evel kazetenn ment vras e 1964 hag evel hêr d'an Daily Herald. Troet e oa en un tabloid e 1969, ur wech bet adprenet gant Rupert Murdoch (tad Lachlan Murdoch). The Sun a oa bet ar pemdezieg gwerzhetañ er Rouantelezh-Unanet, met distroadet eo bet gant ar gazetenn digoust Metro e miz Meurzh 2018[2].
Ar gazetenn a vez embannet seizh devezh war seizh gant lañs The Sun on Sunday e miz C'hwevrer 2012 da gemer lec'h News of the World hag a oa aet da get. Adimplijet e oa bet ul lodenn eus ar gazetennerien[3][4][5]. E miz Meurzh 2020, keidenn ar gwerzhoù evit The Sun a oa 1,21 milion a skouerennoù, hag 1 013 777 a skouerennoù evit The Sun on Sunday .
A-fed politikerezh ez eo The Sun ur pemdezieg eus an tu-dehou[1], mirour, poblelour hag euroamgredik.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha 1,1 (en) The Sun – readership data @ Hurst Media Company. Kavet : 03/06/2025.
- ↑ The Sun is toppled as Britain's biggest newspaper @ The Economist, 22/03/2018. Kavet : 03/06/2025.
- ↑ "Rupert Murdoch's email to staff announcing Sun on Sunday launch – full text", The Guardian (17 February 2012).
- ↑ Ben Quinn and Lisa O'Carroll, "Rupert Murdoch to supervise next week's birth of Sun on Sunday", The Guardian, Monday 20 February 2012.
- ↑ Greenslade, Roy (26 February 2012). "Is it Take a Break or Hello? No, it's that new Sun on Sunday", The Guardian.
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) Lec'hienn ofisiel
