The Riders of the Sidhe

The Riders of the Sidhe zo ul livadur gant John Duncan, eus 1911.
E mojennoù ar Gelted eo ar Sidhe ur bobl boudiged. Taolennet int en ur brosesion, o varc'hegañ e-pad gouel Beltain. Eus an tu kleiz d'an tu dehou e weler ar Wezenn-vuhez, arouez ar furnez, ar Graal, arouez ar garantez, ur c’hleze, arouez an nerzh-kalon hag ar galloud ; ha maen (pe kristal) ar sioulder, arouez an esperañs, dre ma tiskouez an amzer dremenet hag an amzer da zont[1].
Barregezh John Duncan a zo en e ouestoni da vodañ daveoù niverus evit krouiñ ur skeudenn vodern eus ur sevenadur kozh. Heñvel eo ar c'hleze ouzh patromoù Oadvezh an Arem — studiet en deus skeudennoù dastumadegoù mirdioù. Awenet eo ar skoed gant skoed Battersea e Mirdi Breizh-Veur. Diazezet eo maskl e varc'h war ar gasketenn-marc'h Torrs eus Oadvezh an Houarn, dalc'het e Mirdi Broadel Bro-Skos. An daolenn a ziskouez ivez studi Duncan war arzourien an Azginivelezh italian, hag anavezout a reas levezon ar mezher e livadur Edward Burne-Jones King Cophetua and the Beggar Maid (Ar roue Cophetua hag ar vaouez o kestal)[1].
Daveoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 (en) Anna Robertson, 1/12/2022, John Duncan's 'The Riders of the Sidhe', Art UK