The Mentalist

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask

The Mentalist a zo ur stirad skinwel polis amerikan, 7 koulzad ha 151 rann a 42 vunutenn ennañ. Skignet e oa bet etre an 23 a viz Gwengolo 2008 hag an 18 a viz C'hwevrer 2015 war CBS er Stadoù-Unanet Amerika. Skignet e oa bet e Frañs war TPS Star etre miz Ebrel 2009 ha miz Mezheven 2010 evit an daou goulzad kentañ hag adalek ar 6 a viz Mezheven 2010 betek ar 24 a viz Du 2015 war TF1.

Krouet e voe ar stirad gant Bruno Heller. Heuliañ a reer Patrick Jane (Simon Baker) a zo alier ar CBI California Bureau of Investigation eus polis Kalifornia goude bezañ bet "diaweler", teoger hag oberour troioù fuzik war al leurennoù. Brudet a-walc'h oa. Ne oa ket onest bepred hag implijet en deus e varregezhioù evit touellañ tud. Implijout a ra anezho en istor evit sikour ar CBI hag an FBI adalek ar c'houlzad 6.

D'an 10 a viz Mae 2014 ec'h adlañsas CBS ar stirad evit ur c'houlzad 7 hag a voe disklêriet goude bezañ an hini diwezhañ.

Kalz a verzh a reas ar stirad ha gounit prizioù.

An istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Emañ Patrick Jane o labourat evit ar California Bureau of Investigation (CBI) diazezet e Sacramento en istor. N'eo ket ur poliser met implijout a ra ar barregezhioù gounezet en e vuhez kent evit sikour da ziskoulmañ aferioù muntroù. Abeg gwir e emouestladur er polis eo emañ o klask war-lerc'h ul liesvruntrer lesanvet Red John (Yann Ruz) hag en deus lazhet e wreg hag e verc'h goude m'en defe Patrick embannet e-kerzh un abadenn skinwel en doa sikouret d'ober poltred ar muntrer dre e varregezhioù dreistnatur.

Dilezet en deus Patrick e vicher evit sikour ar polis hag alies e lavar n'o deus e varregezhioù netra dreistnatur. Gouzout a ra lenn emzalc'hioù ar c'horf, teogiñ, laerezh er godelloù, arsellout ha mont don e spered hag emzalc'hioù an dud.

E zarempredoù gant Tereza Lisbon a ra ul lodenn bouezus eus an istor.

Adalek ar c'houlzad 6 e labour Patrick evit an FBI dindan renerezh Dennis Abbott en Austin (Texas) gant Teresa Lisbon ha Kimball Cho a oa ivez er CBI.


Aktourien ha tudennoù pennañ[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Simon Baker e 2013
Robin Tunney e 2013 e-kerzh ul lid war Hollywood Walk of Fame


Simon Baker a zo Patrick Jane

Robin Tunney a zo Teresa Lisbon

Tim Kang a zo Kimball Cho

Owain Yeoman a zo Wayne Rigsby

Amanda Righetti a zo Grace Van Pelt

Rockmond Dunbar a zo Dennis Abbott

Emily Swallow a zo Kim Fischer

Joe Adler a zo Jason Wylie

Josie Loren a zo Michelle Vega




Notenn 1: Amanda Righetti hag Owain Yeoman o deus kuitaet ar stirad e miz Du 2013 (rann 15 ar c'houlzad 6). Distroet int er rann ziwezhañ (rann 13 ar c'houlzad 7).

Notenn 2: tudenn Josie Loren's (Michelle Vega) a voe lazhet e rann 10 ar c'houlzad 7.