The King's Own Calgary Regiment (RCAC)
Brezel | Eil Brezel-bed, Brezel-bed kentañ ![]() |
---|---|
Skour lu | Arme Kanada ![]() |
Kan broadel | Colonel Bogey March ![]() |
Testenn ar ger-stur | Onward ![]() |
Stad | Kanada ![]() |
Colonel-in-chief | Elesbed II ![]() |
Aozadur mamm | 41 Canadian Brigade Group ![]() |
Sez sokial | Calgary ![]() |
Lec'hienn ofisiel | https://army.gc.ca/en/3-canadian-division/the-kings-own-calgary-regiment/index.page, https://army.gc.ca/fr/3-division-du-canada/the-kings-own-calgary-regiment/index.page ![]() |
![]() Skoed ar 14th Canadian Army Tank Regiment e-pad an Eil Brezel-bed |

King's Own Calgary Regiment eus ar Royal Canadian Armoured Corps, berraet e KOCR zo un unvez hobregonet eus al lu kanadian, ur skourr eus ar Primary Reserve diazezet e Mewata Armoury e Calgary, Alberta.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]1910-1913
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Er bloavezh 1910 e voe krouet King's Own, pa oa bet savet ar 103rd Regiment (Calgary Rifles).
1914-1920
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ar 50th Battalion (Calgary), CEF a oa ur batailhon troadegiezh en nerzhioù-kas kanadian e-pad ar C'hentañ Brezel-bed.
Ar 50th Battalion a oa bet lakaet d'ar servij d'ar 7 a viz Du 1914 ha dezouget adal ar 27 a viz Here 1915. Erruet e oa e Bro-C'hall d'an 11 a viz Eost 1916. Stourmet en devoa evel lodenn eus an 10vet brigadenn troadegiezh kanadian, 4th Canadian Division e Bro-Chall ha Flandrez betek fin ar brezel.
Divodet e voe ar batailhon d'an 30 a viz Eost 1920.
1920-1938
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1936, ar Calgary Regiment a oa unan eus ar c'hwec'h rejimant troadegiezh aotreet da dreiñ en un unvez hobregonet. Kemmet e voe e anv neuze evit dont da vezañ ar Calgary Regiment (Tank).