The Katzenjammer Kids
The Katzenjammer Kids | |
---|---|
« Emaomp o c'hoari sirk » — « Te eo ar furlukin, Mammig » (1901) |
The Katzenjammer Kids zo bannoù-treset amerikan skrivet gant an Alaman-Amerikan Rudolph Dirks (1877-1968) ha treset gant Harold Hering Knerr (1882-1949) e-pad 37 bloaziad.[1]
D'an 12 a viz Kerzu 1897 e voe embannet an istor kentañ, en American Humorist, stagadenn suliek ar gazetenn New York Journal a oa perc'hennet gant William Randolph Hearst (1863-1951).
Rudolph Dirks e voe ar senarioour kentañ o tiskouez kendivizoù e dudennoù dre lagadennoù.[2]
Goude un arridennad prosezioù a voe etre 1912 ha 1914 e tilezas R. Dirks an New York Journal hag e roas lañs d'ur stirad nevez, Hans und Fritz, a voe anvet The Captain and the Kids diwezhatoc'h. Heñvel e oa an tudennoù ouzh re The Katzenjammer Kids, a voe kendalc'het gant H. H. Knerr en e unan.
Kevezerezh a voe etre an div gentel eus ar bannoù-treset-se betek ma paouezas The Captain and the Kids e 1979 goude ur remzad a 60 bloaziad.
Hiziv an deiz e vez skignet c'hoazh The Katzenjammer Kids gant an aozadur King Features Syndicate : ar stirad bannoù-treset koshañ eo, hag an hini padusañ ivez.[2]
Dindan an talbenn Pim, Pam, Poum e vez embannet e galleg.
Krenngevell
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Meur a dudenn zo en ur meni tiegezh a zo o chom war Enez Bongo, en Afrika.
- Ar vamm, a zo tev hag aotrouniek, a ra war-dro an ti hag a fard gwastilli evit he daou vab ; armet gant he rollon e teu a-benn da genurzhiañ an tiad, daoust dezhi bout hegredik ha truchet alies gant an tudennoù all.
- Da voereb he bugale, Tante Pim hec'h anv, eo bet lakaet en embannadur gallek.
- Hans ha Fritz, daou vab gevell ar vamm, eo tudennoù pennañ ar stiriad. Ne soñjont nemet en ober tapoù d'an tudennoù all ; alies e vezont tapet d'o zro, ha tersataet e diwezh pep istor.
- Pam ha Poum eo o anvioù en embannadur gallek.
- Ar C'habiten, a zo tev ha barvek, ne soñj nemet en evañ sistr, kousket ha c'hoari ar c'hartoù.
- Enseller ar skolioù, a zo mignon d'ar C'habiten hag a-zoare gantañ, en deus ur barv gwenn hir hag un tog foñs hir.
- Steredoniour eo en embannadur gallek, ma vez anvet L'Astronome.
- Miss Twiddle, a zo kelennerez-ti, a glask skoliata Hans, Fritz ha daou vugel all an tiad.
- Miss Ross eo hec'h anv en embannadur gallek.
- Rollo, ur paborig a baotr, a oar c'hoari troioù-kamm ha lezel ar c'hastiz gant Hans ha Fritz.
- Adolphe, kenderv Hans ha Fritz, eo en embannadur gallek.
- Lena, ur plac'h jentil a c'houlenn alies digant Hans ha Fritz he skoazellañ da gaout he dial eus goapadennoù ar C'habiten hag an Enseller.
- C'hoar da Rollo / Adolphe eo en embannadur gallek.
- Ar roue Bongo, a ren war an enez, e plij dezhañ c'hoari hag evañ gant e vignoned ar C'habiten hag an Enseller.
- Makoko, ur bugel henvroat a zo mibin ha speredek-kenañ, a oar en em zic'hizañ e loen pe blantenn evit ober tapoù da Hans ha Fritz ; alies e tec'h kuit war kein ur c'hwibon rak gouzout a ra yezh al loened.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]1897-1914 : an deroù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ur gontadenn skeudennaouet alemanek anvet Max und Moritz – Eine Bubengeschichte in sieben Streichen[3], bet embannet er gelaouenn Fliegende Blätter adal ar 4 a a viz Ebrel 1865 gant Wilhelm Busch, eo andon The Katzenjammer Kids.
Tri faotrig a oa er penn-kentañ, met buan ne chomas nemet an daou vreur gevell Hans ha Fritz, a vez atav o sevel enep o mamm ha, drezi, enep pep beli. Tudennoù pennañ all ar stiriad eo ar C'habiten, anezhañ ur moraer peñseet a dalvez da dad ar vugale, hag an Enseller, unan eus pennadurezhioù ar skol. Bez' emañ ivez ar morlaer John Silver hag e vagad, ha c'hoazh ar roue morian hefil King Bongo a ren war un enez drovanel en Afrika.
Ur pouez-mouezh brizhalamanek zo gant meur a dudenn pa gomzont saozneg.
Bepred e vez ar vugale oc'h ober tapoù d'an oadourion, bepred e vezont hetaet da c'houde, bepred e vezont paket ha bepred e vezont tersataet e dibenn an istor.
Kement ha "leñv ar c'hizhier" e talvez ar ger alamanek Katzenjammer, met "keuzidigezh a-c'houde ur c'hwitadenn" eo e ster boutin ; "poan vlev" eo ar ster all koulz e saozneg hag en alamaneg.
Echu e voe gant Max und Moritz goude o seizhvet tap, pa gendalc'has The Katzenjammer Kids da vont, ha bev int c'hoazh hiziv an deiz.
Meur a dresadenn-vev a voe savet diwar ar bannoù-treset. E 1903 e voe diskouezet ur pezh-c'hoari.
Rudolph Dirks ha Harold H. Knerr
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kement a berzh a rae The Katzenjammer Kids ma troas da zaou stiriad kevezer ha da zanvez ur prosez : nac'hañ a reas an New York Journal e paouezje Rudolph Dirks goude pemzek bloavezh labour. Paouez a reas R. Dirks koulskoude, hag e-unan e kendalc'has Harold H. Knerr. Prosez a voe graet gant R. Dirks neuze ; goude bloavezhiadoù e voe aotreet Randolph Hearst da virout ar stiriad, hag aotreet e voe R. Dirks da varilhañ ur stiriad damheñvel e ti Pulitzer.[1] Adal ar varnadenn-se ez emdroas pep stiriad diouzh e du.
Tudennoù nevez a voe e The Katzenjammer Kids er bloavezhioù 1930 dindan pluenn H. H. Knerr : dont a reas ur gelennerez-ti pompadus anvet Miss Twiddle ("an dimezell Frizennek") hag he nizez speredek Lena da chom gant ar vreudeur e 1936 ; diwezatoc'h e teuas Rollo Rhubarb, ur paotrig donezonet dreist a oa bet skoliad d'an dimezell, da chom ivez. Atav e vez Rollo vrasonius o klask bout speredekoc'h eget Hans ha Fritz, met alies e ra tro-wenn hag e c'houzañv diwar e droioù-kamm.
Hans und Fritz e voe anv kentañ ar stiriad "nevez" gant R. Dirks, a zibabas an talbenn The Captain and the Kids adalek 1918. Damheñvel e oa an istorioù ouzh re The Katzenjammer Kids, met poblekoc'h e oa a-fed yezh. Efedusoc'h e chomas tresadennoù ha fent H. H. Knerr.
Daoust da gement-se e teuas The Captain and the Kids da ober kement a verzh ha The Katzenjammer Kids. Kuitaat Pulitzer a reas R. Dirks evelato, ha mont da di United Feature Syndicate.[1]
Tudennoù nevez a voe e The Captain and the Kids ivez : Ginga Dun, a zo un nevidour emvennus a zo speredekoc'h eget forzh piv, hag a gomz e gwerzennoù hepken ; Captain Bloodshot zo ur c'hevezer da John Silver, ar morlaer e The Katzenjammer Kids.
Ar bloavezhioù 1950
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Bemdez e voe embannet The Captain and the Kids a-hed ar bloavezhioù 1930 kent bout da Sul hepken e-pad dekvloazhiadoù.
Adalek 1946 e krogas John Dirk, mab da Rudolph, da labourat mui-ouzh-mui war ar stiriad. Tudennoù nevez all a voe kinniget er bloavezhioù 1950.
Petra bennak ma rae e vab an darn vrasañ eus al labour e sinas R. Dirks ar stiriad betek e varv e 1968. Feal e chomas John da zoare tresañ e dad betek diwezh an embann e 1979[4].
Betek e varv e 1949 e voe H. H. Knerr o tresañ The Katzenjammer Kids. Gant Charles H. Winner e voe kendalc'het betek 1956, gant Joe Musial da c'houde. E 1976 e voe tro Mike Senisch betek 1981, ha hini Angelo DeCesare betek 1986. Hy Eisman eo an treser abaoe, ha betek hiziv an deiz.
Tremen 50 kazetenn ha kelaouenn a embann The Katzenjammer Kids er bed a-bezh.
Habaskaet eo bet an darempredoù etre ar C'habiten hag ar baotred e kentelioù nevesañ ar stiriad : gouest int da gendivizout e-lec'h emgannañ bepred. E Polinezia emañ King Bongoo ren bremañ. Kalz istorioù kozh zo bet adimplijet gant Hy Eisman er bloavezhioù diwezhañ.
Tresadennoù-bev
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ken abred ha 1898 e voe tresadennoù-bev mut gant tudennoù The Katzenjammer Kids.
The Katzenjammer Kids In School a voe graet evit Biograph Company Herman Casler gant William George Bitzer. E 1900 e voe The Katzenjammer Kids in Love, gant an hevelep re[5].
Etre miz Kerzu 1916 ha miz Eost 1918 e voe graet 37 filmoù mut gant studio William Randolph Hearst's. Paouezet e voe goude-se, dres pa oa berzh bras ganto, en abeg d'ar bommoù alamanek rik goude ar Brezel-bed kentañ. Kemmet e voe talbenn ar bannoù-treset zoken, a voe The Shenanigan Kids, ha pemp film a voe kenderc'het gant an titl-se e 1920. Buan avat e tistroas ar stiriad d'e dalbenn orin.
E 1938 e voe graet filmoù The Captain and the Kids gant ar gompagnunezh Metro-Goldwyn-Mayer. Pa oa Hans ha Fritz pennharozioù ar bannoù-treset ez eo ar C'habiten a rene war ar filmoù, ar pezh na blijas ket d'an arvesterion : bloaz ha 15 film goude e voe paouezet gant ar c'henderc'hañ.
Skinwel
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 1971 e voe blivet The Captain and the Kids evit ar skinwel.
Notennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 1,1 ha1,2 Lambiek Comicopedia (en)
- ↑ 2,0 ha2,1 Time Magazine, 17 Mae 10 (en)
- ↑ "Un istor paotred e seizh tap"
- ↑ Tim Eckhorst (2012), Rudolph Dirks – Katzenjammer, Kids & Kauderwelsch, Deich Verlag, ISBN 978-3-942074-05-6, p. 100 (de)
- ↑ Maurice Horn, Comics and Cinema: The Beginnings (1896-1913), en International Journal of Comic Art, 15/10/2007, p. 60 (en)