The Gruffalo (film berr)

Eus Wikipedia

The Gruffalo (brezhoneg: Ar Groufalo) zo ur film bevaat berr saoz-alaman sevenet gant Max Lang ha Jakob Schuh. Skignet eo bet evit ar wech kentañ er Rouantelezh-Unanet war ar chadenn skinwel BBC d'ar 25 a viz Kerzu 2009. Ar film oa bet embannet er sinema e 2011. Ar film berr zo un adsevel eus ul levr evit ar vugale anvet The Gruffalo, gant Julia Donaldson ha skeudennet gant Axel Schefller.

Mouezhiet eo bet e brezhoneg e 2012 gant ar gevredigezh Dizale. Un heuliad zo bet anvet The Gruffalo's child, hag a zo bet mouezhiet e brezhoneg ivez.

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]