The Blue World

Eus Wikipedia
Jack Vance a oa sot gant ar mor en-dro diazez ar romant The Blue World.

The Blue World ("Ar Bed Glas") zo ur romant skiant-faltazi ha moliac'h stadunanat skrivet gant Jack Vance hag embannet e 1966. Diazezet eo ar romant war un danevell gant Vance, anvet "The Kragen", hag a oa bet embannet e miz Gouhere 1964 er gazetenn Fantastic Stories of Imagination.

An istor[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Sklar Hast, an haroz, a zo deuet a-benn da dizhout an diplom evit bezañ “Hoodwink”, evezhier un tour-tan war ar blanedenn the Blue World. Ar blanedenn-se a zo isipisial dre ma n'eus tamm douar ebet nemet ar mor. Goude ma voe aet d'ar strad ul lestr-egor toullbac'h war ar blanedenn ez eo bet anneziet al lec'h. 12 remziad goude an darvoud-se ez eus bet savet ur sevenadurezh dibarr eno. Annezidi ar blanedenn a vev war plantennoù ramzel al lec'hioù goudor nemetañ hag a vez tu vevañ evit Mab-Den. Rediet int da ziwall rak ar kragen, morgazhenned ramzel mestr war ar mor. Unan anezho lessanvet, King Kragen, a vez bouetaet ganto a-benn bezañ sioul. King Kragen a zo ken galloudus ma laka an euzhviled all da derc'hout. Evit bouetañ anezho e oa bet krouet un urzh dammrelijiel hag a vez sentet gant an holl war ar blanedenn.

Pa erru an haroz war ar blanedenn, King Kragen, a zo deuet da vezañ bras meurbet ha diaes eo bouetañ anezhañ gant ma c'houlenn muioc'h-mui a voued. An haroz Sklar Hast o klask gouzout muioc'h a-ziwar an afer-se a lak war-raok e vefe gwelloc'h lazhañ an euzhvil. Penaos en ober hep arm (danvez diazez ebet war ar blanedenn), ha penaos kendrec'hiñ ar bobl reiñ lamm d'an aozadur sevenadurel an hini nemetañ o deus bet anavezet?