Mont d’an endalc’had

The Bard (Gray)

Eus Wikipedia
Ur pennad The Bard zo ivez.
Talbenn The Bard skeudennet gant William Blake
The Bard (1774) gabt Thomas Jones, National Museum of Wales
The Bard gant John Martin, Yale Center for British Art

The Bard. A Pindaric Ode (1757) zo ur barzhoneg gant Thomas Gray, hag a ra anv eus aloubidigezh Kembre gant ar roue saoz Edward Iañ (1239-1307).

Gwelet eo evel un oberenn eus deroù ar Romantelezh hag a verk an doug d'ar Geltelezh.

Ar varzhoneg[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

The Bard zo awenet gant hengoun Kembre, ha hervezañ en defe klasket ar roue saoz lazhañ ar varzhed.

P'emañ arme Edward Iañ o vont dre menezioù Eryry etrezek ar stêr Conwy e tegouezh gant ur barzh kembreat hag a vallozh ar roue en anv skeudoù an harozed kozh, Cadwallo, Urien, Modred, tri eus ar re merzheriet gant Edward. Hag ar barzh da embann distro mestroni Kembre war Breizh (Veur) gant an tiegezh Tudor, ar berzh a raio barzhoniezh saoznek Breizh Veur, gant oberennoù Spenser, Shakespeare ha Milton. Hag e lavar da Edward:

"With joy I see
The different dooms our Fates assign.
Be thine Despair, and sceptred Care;
To triumph, and to die, are mine.
He spoke, and headlong from the mountain's height
Deep in the roaring tide he plunged to endless night."

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]


Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.