Thérèse Peltier

Eus Wikipedia
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
BSicon AIRCLUB.svg
Thérèse Peltier
Thérèse Peltier 1908.jpg
D'ar 17 a viz Gwengolo 1908
Ganedigezh Thérèse Cochet
26 Gwengolo 1873
Orléans
Marv 18 C'hwevrer 1926
Pariz
Broadelezh Flag of France.svg Gall

Micher Kizellerez

Thérèse Peltier, bet ganet Marie Thérèse Juliette Cochet d'ar 26 a viz Gwengolo 1873 en Orléans ha marvet d'an 18 a viz C'hwevrer 1926 e Pariz, a oa ur gizellerez ha nijerez c'hall.
Brudet eo evit bezañ bet ar vaouez kentañ o tibradañ war bourzh un nijerez e miz Gouere 1908, hag al levierez kentañ.

Merc'h ul likorour e oa Thérèse Cochet. D'an 18 a viz Kerzu 1893 e timezas gant Alfred Peltier, ur mezeg er morlu a-raok dezhañ bezañ anvet e Pariz. Eno e heulias-hi kentelioù kizellerezh, hag e 1907 e voe deroet dezhi Priz ar c'hizellerezh gant an Union des Femmes Peintres et Sculpteurs.

En nevezamzer 1908 ez eas gant e vignon kozh ar c'hizeller ha nijer Léon Delagrange (18721910) da Italia, ma nijas gantañ d'an 8 a viz Gouere e Torino a-hed 200 metr ; dre-se e voe Thérèse Peltier an dreizhiadez kentañ war bourzh un nijerez. Nebeut goude e kemeras kentelioù leviañ digant Delagrange, neuze e voe-hi ar vaouez kentañ o teskiñ kas un nijerez.
Goude un nebeud kentelioù e voe lezet da nijal en he unan en Issy-les-Moulineaux (Hauts-de-Seine hiziv) e miz Gwengolo ; al levierez kentañ e voe neuze.
Ned eas ket pelloc'h avat rak mantret e voe a-c'houde marv he mignon d'ar 4 a viz Genver 1910 pa dorras askell e nijerez Blériot XI.

Biskoazh ne dapas he breved levierez, hag ankaouaet e oa pa varvas e Pariz e 1926.

Levrlennadur[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • (fr) MARCK, Bernard : Elles ont conquis le ciel – 100 femmes qui ont fait l'histoire de l'aviation et de l'espace, Arthaud, 2009 (ISBN 978-2-7003-0121-2)
  • (fr) MARCK, Bernard : Histoire de l'aviation, Flammarion, 2012 (ISBN 978-2-08-128010-6)
  • (en) LEBOW, Eileen F. : Before Amelia – Women Pilots in the Early Days of Aviation, Potomac Books, 2003 (ISBN 978-1-57488-532-3)

Liammoù diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]