Terminator: Dark Fate
Terminator: Dark Fate zo ur film skiant-faltazi da vezañ embannet, sevenet gant Tim Miller diwar ur senario gant David S. Goyer. Istor ar film a zo bet savet da zigentañ gant Miller ha krouer ar frañchiz James Cameron. Goude-se e voe sikour evit an istor gant ar broduerien David Ellison, Dana Goldberg ha Don Granger. Ar c'hwec'hvet lodenn e vo er frañchiz Terminator, daoiust ma'z eo un heuliad eeun da The Terminator ha Terminator 2: Judgment Day, ma lakaer a-gostez ar filmoù all hag a c'hoarvez da vareoù all.