Tercio

Un tercio a oa un unvez troadegiezh e Rouantelezh Spagn, da vare ar Rouaned katolik ha ren an Habsburged er vro. En o barr e voe an tercios war an tachennoù-emgann europat er XVIvet kantved hag e hanterenn gentañ ar XVIIvet kantved.
Istor hag aozadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E dibenn ar XVvet kantved e oa tri rummad en droadegiezh spagnol : pikerien, klezeourien ha kroazwaregerien. E 1534, dindan ren Karlez V, e voe aozet an tercios kentañ. E pep hini anezho e oa 3 000 soudard, rannet e dek bandera a 300 soudard. E pep bandera e oa un drederenn corseletes (pikerien warne un hanter houarnwisk) ; un drederenn piqueros secos, pikerien dezhe skoedoù ront bihan ; hag un drederenn espingarderos (akebuterien). Peurliesañ e veze aozet an tercio e stumm karrezioù : en o c'hreiz e veze lakaet ar bikerien, a oa karget da grouiñ ur seurt moger pikoù hir diaes da dreuziñ, pe e vefe gant troadegiezh pe gant marc'heregezh an enebourien. An akebuterien a veze lakaet war gostezioù ar c'harrez, war veur a linenn : karget e oant da dennañ ingal war an arsailherien. Ne oa ket difiñv ar c'harrezad tercios, ha gouest e oa da argadiñ koulz ha da zifenn ul lec'h[1].

Efedus-tre e tiskouezas an tercios bezañ war an tachennoù-emgann e-pad ur c'hantved. Un elfenn a bouez e voent en dalc'h spagnol war ul lodenn eus Europa d'ar mare-se, e Flandrez peurgetket. Un tercio renet gant Juan del Águila a zilestras e Loperan (Porzh-Loeiz a-vremañ) e 1590, evit souten ar C'hevre katolik ha dug Mercœur, gouarnour Breizh. Kemer a rejont perzh e emgannoù evit kontrolliñ Blaen, Brest, Montroulez ha Sant-Maloù. Chom a rejont er vro betek 1598[2].
Savet e oant gant soudarded a vicher, gourdonet mat, ha taolet e veze evezh ouzh kempouez pep bandera en ur lakaat enni soudarded yaouank koulz ha veteraned. Diwezhatoc'h e voe izelaet an niver a soudarded da 250 e pep bandera, hag ar mouskedoù a gemeras plas an arkebutoù tamm-ha-tamm. Koulskoude, an tercios a gouste ker da Rouantelezh Spagn, a dale ouzh diaesterioù arc'hant bras e deroù ar XVIIvet kantved, betek disklêriañ ur banktorr e 1627. E emgann Rocroi, e 1643, marc'hekadegoù an arme c'hall a zeuas a-benn da drec'hiñ an tercios spagnol. Diwar neuze e voe diskaret tamm-ha-tamm o efedusted hag o brud. E 1704 e voe adaozet an arme spagnol e rejimantoù modern, ha mont a reas an tercios da get[1].
Gwelet ivez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Diego Alatriste, tudenn faltazi e romantoù Arturo Pérez-Reverte, a oa ezel eus un tercio.
- Pik ha tenn
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (en) DAVIES, Reginald Thorne, The Golden Century of Spain, 1501-1621, Macmillan and Co., 1937, pp. 123–124, 163–164
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 (fr) François PERNOT, Pierre GRUMBERG, Rocroi : le duc d'Enghien sonne le glas de la suprématie espagnole, e Sciences et Vie Guerres & Histoire HS n°19, miz Gouere 2025, p. 56
- ↑ (es) César CERVERA, Los 300 españoles del Castillo del León: la brutal gesta de un tercio aniquilado en su fortaleza de Francia, ABC, 23/11/2018 (lennet d'an 29/04/2026)