Mont d’an endalc’had

Tenner-resisted

Eus Wikipedia
Arabat eo droukveskañ gant Sniper.
Un tenner-resisted eus an aerlu alaman, gantañ ur fuzuilh G38 warni ul lunedenn.

Un tenner-resisted ((en) designated marksman, (fr) tireur de précision) zo un doare mailh-tenner en arme pe er polis, stummet evit gellet tennañ en ur mod resis war sibloù betek 600 metr gant un arm-tan hiniennel. Peurliesañ eo pourveziet gant ur fuzuilh damaotomatek dezhi ul lunedenn.

Er c'hontrol d'ar sniperien a gustum labourat o-unan pe e skipailhoù bihan daou pe dri soudard, tennerien-resisted an armeoù modern zo enbarzhet er c'hevrennoù-emgann war linenn gentañ an emgannoù[1]. Diwar urzhioù o c'homanadantoù e c'hallont c'hoari ur roll pourveziañ titouroù ha sklêrijennañ un hent. E bed ar polis pe an enepsponterezh, an dennerien-resisted zo karget da wareziñ pennoù-bras, evezhiañ lec'hioù kizidik evel ar c'hreizennoù nukleel pe darvoudoù foran, pe talañ ouzh sponterien pe skraperezhioù gouestlidi[2].

  1. (fr) Être tireur d'élite et tireur de précision war defense.gouv.fr, 03/02/2023 (lennet d'ar 17/08/2025)
  2. (fr) Tireur d’élite en gendarmerie : « La première cartouche doit faire mouche », war gendarmerie.interieur.gouv.fr, 02/02/2022 (lennet d'ar 17/08/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan