Temz-boued
Neuz
An temz-boued a zo un danvez ouzhpennet d'ar boued goude m'eo bet keginet, evit blazañ anezhañ e doareoù liesseurt. Graet e vez diwar plant peurliesañ, diwar loened (bouilhoñs kig) pe diwar maenadoù (holen). Diforc'hañ a reer an temz-boued hag al louzoù, a vez lakaet e-barzh an aozadenn war-eeun.
An temzoù-boued zo liesseurt : holen, sezv, spisoù, delioù, garenn, rusk pe greun plant zo, pe plant e stumm poultr, toaz, chug... Chatni ha pickles a zo temzoù-boued da skouer.