Telladurezh

Eus Wikipedia

An delladurezh eo an hollad lezennoù ha reolennoù war ar savadennoù ret savet gant ar velestradurezh publik. Ur poell a blom a zo gant an delladurezh.

Lakaet eo e plas gant an tailhoù hag an taosoù, savadennoù ret graet gant ar stad pe strollegezhioù publik. Da skouer an TGO, an taos war al lojeiz pe an tell war ar c'horvoder. Met ivez gant ar skodennoù ret, savadennoù moneizel ret war korvoderioù al labour savet gant ar surentez sokial (skodennoù implijiad ha skodennoù implijer). Homañ a vez kavet war ar fichenn gopr.

An delladurezh a gempouez an dizingalderioù ekonomikel peogwir e vez taoset kreñvoc'h ar re binvidikañ peurliesañ. Memestra n'eus ket ar memes mont en dro gant an holl dailhoù (teziadek, kenfeurel …) .