Telemac'hos

Eus Wikipedia
Mont da : merdeiñ, klask
Telemac'hos hag Euc'haris gant Jacques-Louis David

E mitologiezh Henc'hres Telemac'hos (en henc'hresianeg Τηλέμαχος Têlémakhos, « a en em gann pell », oc'h ober dave d'e dad) a oa mab Odysseüs ha Penelope. Unan eus harozed an Odysseia hag eus an Telegoneia eo.

En Odysseia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

An Odysseia, savet gant Homeros, a grog gant avanturioù Telemac'hos. Ar peder rann gentañ a zanevell e veaj dindan gwarez Athena da glask kavout keleier diwar-benn e dad Odysseüs zo aet diwar wel goude Brezel Troia ha n'en deus ket gwelet biskoazh.

Aet eo Odysseüs eus Itaka abaoe ugent vloaz abalamour da Vrezel Troia ha da veñjañs Poseidon. E-keit an amzer-se e oa bet aloubet e balez gant ur bagad pleustrerien a glask eurediñ gant Penelope hag a ra o renkoù eno. Telemac'hos a ya da gentañ da welet Nestor e Pilos ha degemeret mat eo gant an den kozh a gomz dezhañ eus kurioù e dad. Telemac'hos a loc'h goude gant mab Nestor, Pisitratos, betek Sparta da welet ar roue Menelaos hag e wreg Elena. Degemeret eo eno ivez gant holl an enorioù hag an dou bried a zanevell troioù-kaer e dad e Troia.

Chom a ra eno e-pad ur miz ha tremen a ra an Odysseia da avanturioù e dad betek ar c'han XV.

En Telegoneia[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Lazhadeg ar bleustrerien gant Odysseüs ha Telemac'hos, krater eus Campania gant tresadennoù ruz, war-dro -330 a-raok J.-K., Mirdi al Louvre (CA 7124)

An Telegoneia zo ur skrid kollet anavezet dre skridoù eus skrivagnerien all. Danevell a ra buhez Odysseüs goude diwezh an Odysseia.

Odysseüs zo lazhet gant Telegonos, ar mab dianav dezhañ en deus bet gant Kirke. Goude e varv e tegas Telegonos e gorf gant Penelope hag e vab all Telemac'hos en Enez-Aiaia. Deviñ a ra Kirke korf Odysseüs ha lakaat ar re all da vezañ divarvel. Dimeziñ a ra Telegonos gant Penelope, ha Telemac'hos gant Kirke.

Hengounioù all[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

E mammennoù all e lenner e klaske Palamedes lakaat Odysseüs da gemer perzh gant an Akeaned all e Brezel Troia, hag e-giz ma rae van Odysseüs da vezañ diod e lakaas Palamedes ar bugel Telemac'hos dirak an arar a oa Odysseüs oc'h arat gantañ[1]. Hervez mammennoù all e engehentas Telemac'hos Perseptolis, gant Polikaste, merc'h Nestor, pe Naosikaa, merc'h Alkinoos[2]. Re all a lavar e oa poulzet gant Athena da eurediñ Kirke, hag e engehentas Latinus ganti[3], pe e timezas gant Kassifone, ur verc'h da Girke, met e-doug un tabut gant e lezvamm en dije diskaret anezhi, hag abalamour da se e vije bet lazhet d'e dro gant Kassiphone[4]. Diouzh mammennoù all en dije bet ur verc'h anvet Roma, a zimezas gant Aeneas[5]. Un destenn a zanevell e oa kaset pell diouzh Itaka gant Odysseüs abalamour d'un diougan a lâre e oa dañjerus e vab evitañ. Hervez Servius[6] en dije savet keoded Clusium en Etruria.

Lennegezh c'hallek[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Skrivet e voe e veajoù er XVIIvet kantved gant ar skrivagner gallek Fénelon, e Les Aventures de Télémaque

Notennoù[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  1. Hygin. Fab. 95 ; Serv. ad Aen. ii. 81; Tzetz. ad Lycoph. 384; Aelian, V. H. xiii. 12.
  2. Eustath. ad Hom. p. 1796; Dict. Cret. vi. 6.
  3. Hygin. Fab. 127; comp. TELEGONUS
  4. Tzetz. ad Lycoph. 808.
  5. Serv. ad Aen. i. 273.
  6. Ad Aen. x. 167