Ted Bundy

Eus Wikipedia
Ted Bundy e 1978

Theodore Robert Bundy, ganet Theodore Robert Cowell d'ar 24 a viz Du 1946 ha lazhet d'ar 24 a viz Genver 1989, a oa ul lazher a steudad, skraper, gwaller, laer, nekrofil en devoa taget ha muntret meur a vaouez yaouank er bloavezhioù 1970 ha marteze goude-se. Nebeut amzer a-raok bezañ lakaet d'ar marv ha goude un degad a vloavezhioù o nac'hañ, en devoa kofesaet 30 muntr bet sevenet e seizh stad etre 1974 ha 1978. An niver gwirion a zo dianav hag a c'hellfe bezañ uheloc'h. Lakaet eo bet d'ar marv dre gador-dredan e 1989.

Lisa Levy ha Margaret Bowman, gouzañverezed Ted Bundy

Gouzañverezed[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

1974

Washington, Oregon

  • 4 a viz Genver: Karen Sparks (a-wechoù hevelebekaet gant Joni Lenz el lennegezh) (18 vloaz): Bazataet ha gwallet en he gwele pa oa o kousket, manet bev
  • 1 añ a viz C'hwevrer: Lynda Ann Healy (21): bazataet pa oa o kousket ha skrapet; klopenn ha gaved adkavet en Taylor Mountain
  • 12 a viz Meurzh: Donna Gail Manson (19): Skrapet pa oa o vale war-zu ur sonadeg en Evergreen State College; ar c'horf stlapet (hervez Bundy) en Taylor Mountain, chomet kollet abaoe
  • 17 a viz Ebrel: Susan Elaine Rancourt (18): steuziet goude un emvod er Central Washington State College; klopenn ha gaved adkavet en Taylor Mountain
  • 6 a viz Mae: Roberta Kathleen Parks (22): steuziet en Oregon State University e Corvallis; klopenn ha gaved adkavet en Taylor Mountain
  • 1añ a viz Even: Brenda Carol Ball (22): steuziet goude bezañ kuitaet an davarn Flame Tavern e Burien; klopenn ha gaved adkavet en Taylor Mountain
  • 11 a viz Even: Georgann (faziet alies gant ar stumm "Georgeann") Hawkins (18): skrapet er straed a-dreñv ar Sorority House, UW; eskern adkavet hag hervez Bundy e oa reoù Hawkins en Issaquah
  • 14 a viz Gouhere: Janice Ann Ott (23): skrapet er park Lake Sammamish State Park e-pad an deiz; eskern adkavet en Issaquah
  • 14 a viz Gouhere: Denise Marie Naslund (19): skrapet peder eurvezh goude skrapadenn Ott er memes park; eskern adkavet en Issaquah