Mont d’an endalc’had

Technical

Eus Wikipedia
Un Toyota Land Cruiser technical dafaret gant un DShKM e N'Gourti, Niger, 2019

Un technical, anvet ivez karbed taktikel nann standard (NSTV) e Nerzhioù armet ar Stadoù-Unanet, a vez graet eus ur c'harbed stourm primsavet skañv. Alies e vez e stumm ur c'harbed trevour gant ur c'houfr digor evel ur pickup, pe ur c'harbed kefluskek pederrodek dafaret gant armoù skañv pe gant armoù ponneroc'h, evel mindrailherezioù, bannerioù-greunadennoù aotomatek, armoù enepnijerez, kanolioù aotomatek, minigun, armoù eneptank, kanolioù eneptank, misiloù sturiet eneptank, mortezioù, bannerioù-roketennoù lies, armoù hep argil, pe armoù all, un tamm evel ma vije kavet e karbedoù stourm skañv armeoù ar bed pe c'hoazh ar c'hanolioù emluskek, da skouer.

Etimologiezh

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ur ger nevez eo technical, hag implijet eo bet da gentañ e Somalia e-kerzh ar brezel diabarzh e penn kentañ ar bloavezhioù 1990[1][2]/ Dre ma oa difennet implij nerzhioù surentez prevez, aozadurioù direoliek o devoa implijet damsoudarded lec'hel evit gwareziñ o izili, oc'h implij arc'hant kinniget evel "yalc'hadoù sikour teknikel". Ar ger a zo bet ledanaet e ster ha talvezout a ra evit an holl garbedoù o tezougen tud armet[3].