Tchéky Karyo
| Reizh pe jener | paotr |
|---|---|
| Bro ar geodedouriezh | Frañs, Turkia |
| Anv e yezh-vamm an den | Tchéky Karyo |
| Anv ganedigezh | Baruh Djaki Karyo |
| Anv-bihan | ברוך |
| Deiziad ganedigezh | 4 Her 1953 |
| Lec'h ganedigezh | Istanbul |
| Deiziad ar marv | 31 Her 2025 |
| Lec'h ar marv | Kemper |
| Doare mervel | abeg naturel |
| Abeg ar marv | krign-bev |
| Pried | Isabelle Pasco, Valérie Keruzoré |
| Yezh vamm | galleg |
| Yezhoù komzet pe skrivet | galleg, saozneg |
| Micher | aktour(ez) sinema, aktour skinwel, aktour c'hoariva, aktour |
| Bet war ar studi e | Lycée Arago |
| Deroù ar prantad labour | 1982 |
| Dibenn ar prantad labour | 2025 |
| Prizioù resevet | ofiser an Arzoù hag al Lizhiri |
| Notable role | Vincent van Gogh |
Tchéky Karyo, ganet Baruh Djaki Karyo d'ar 4 a viz Here 1953 en Istanbul hag aet da Anaon d'an 31 a viz Here 2025 e Breih zh, a oa un aktour, soner ha kaner gall-turk.
Ganet e oa Tchéky Karyo en ur familh yuzevien sefarad eus Istanbul, hag a yeas da Vro-C'hall da vevañ. Dedennet e voe ar paotrig gant ar c'hoariva abred a-walc'h ha deskiñ a reas ar vicher er Cyrano-Théâtre ha gant ar gompagnunezh Daniel Sorano, ha mont a reas goude da C'hoariva Broadel Strasbourg.
Kroget en devoa da vezañ aktour c'hoariva, o c'hoari e pezhioù-c'hoari klasel (Othello, Macbeth, Tartuffe...) ha reoù a-vremañ. Goude-se eo bet aktour e filmoù adalek ar bloavezhioù 1980. Gwelet eo bet alies o c'hoari e filmoù gant filmaozerien Hollywood ha gall, evel Luc Besson. Lakaet e oa bet e anv evit ur Enor César evit ar gwellañ aktour da zont evit e roll er film eus 1982 anvet La Balance. Met ne oa bet garedonet nemet e 1986.
Gwelet eo bet o c'hoari e filmoù evel La Femme Nikita, Vincent et moi, Nostradamus, Crying Freeman, Bad Boys, GoldenEye, Jeanne d'Arc, The Patriot ha Kiss of the Dragon. C'hoariet en deus ivez evel aktour skinwel evel roll Dr. Willy Rozenbaum er film war HBO And the Band Played On, Georges Méliès er berrstirad war HBO From the Earth to the Moon, hag an igounier gall Julien Baptiste evit ar stirad skinwel torfederezh-drama war BBC The Missing, hag ar goude stirad Baptiste (2019–21).
Marv
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Marvet eo gant ur c'hrign-bev e Breizh, ha douaret e Konk-Kerne.