Mont d’an endalc’had

Taurus Armas

Eus Wikipedia

Taurus Armas S.A. zo un strollad embregerezhioù armoù-tan brazilian, krouet e 1939 dindan an anv Forjas Taurus S.A.. Diazezet eo e São Leopoldo (e stad Rio Grande do Sul, e su ar vro). Daou lec'h-produiñ en deus e Brazil hag er Stadoù-Unanet. Ar 6vet produer armoù-tan er bed eo a-fed savadoù (342 milion $ e 2025)[1].

Krouet e voe Taurus e 1939 e Porto Alegre gant Alamaned. Ur c'hovel e oa da gentañ, met e 1941 e krogas da broduiñ ur revolver e kalibr .38, ar Model 38101SO, a oa savet gant pezhioù armoù embregerezhioù all. Adalek 1968 e ezporzhias e armoù d'ar Stadoù-Unanet. E 1971 e voe prenet ar braz eus lodennoù Taurus gant ar strollad stadunanat Bangor Punta, a oa perc'henn war Smith & Wesson ivez. Dre-se e tennas ar Vrazilianed splet eus skiant-prenet ar merk stadunanat, ha kregiñ a rejont da broduiñ revolverioù tost o framm ouzh reoù Smith & Wesson. E 1977 e cheñchas Taurus perc'henn hag e tremenas etre daouarn Brazilianed adarre. E 1980 e adprenas digant Beretta an uzin en doa servijet da broduiñ ar bistolenn Beretta 92 evit an arme vrazilian, ha diorren a reas ar rummadoù PT92 ha PT99 e 9 mm Parabellum[2].

E 1982 e krouas an embregerezh an Taurus Holdings, Inc. e Miami (Florida) hag e krogas da broduiñ pezhioù armoù ha da sevel anezhe er Stadoù-Unanet evit mont hebioù da reolennoù strizh ar vro war enporzhiañ an armoù-tan. E 1997 e prenas Taurus gwrioù produiñ revolverioù ar merk Rossi. E 2015 e voe prenet 52,67% eus lodennoù Taurus gant CBC, ur strollad brazilian perc'henn war an embregerezhioù munisionoù Magtech ha Sellier & Bellot[3]. E 2019 e cheñchas an anv e Taurus Armas, ha dilec'hiet e voe e lec'h-produiñ stadunanat da Bainbridge (Georgia)[4]. Profitet en deus kalz an embregerezh eus an dekredoù a-du gant an armoù sinet adalek 2019 gant ar prezidant eus an tu-dehou-pellañ Jair Bolsonaro[2].

E 2025 e implije Taurus ouzhpenn 3000 den hag e produe 11.000 arm bemdez[5].

Ur revolver Taurus Model 869 kambret e .357 Magnum

E-touez an armoù produet abaoe 1941 emañ :

Pistolennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Revolverioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pistolennoù-mindrailher

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (en) GREEN Josie, The World's Biggest Gun Manufacturers, 24/7 Wall St., 09/01/2023 (lennet d'ar 27/06/2025)
  2. 2,0 ha 2,1 (en) POOLE Eric R., Revisiting 80 Years of Taurus, Guns & Ammo, 17/07/2020 (lennet d'ar 27/06/2025)
  3. (en) MINITER Frank, How A Brazilian Gun Company Became An Overnight Market Leader In The U.S., Forbes, 19/05/2015 (lennet d'ar 27/06/2025)
  4. (en) Company History war lec'hienn Taurus USA (lennet d'ar 27/06/2025)
  5. (fr) Notre entreprise war lec'hienn Taurus Bro-C'hall (lennet d'ar 27/06/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan