Tarzhadenn Texas City

Eus Wikipedia
SS Wilson B. Keene,
ur vag distrujet gant an eil darzhadenn.

Gwallreuz Texas City a c'hoarvezas d'ar 16 a viz Ebrel 1947 pa darzhas an 2 080 tonellad nitrat amoniom karget war al lestr gall Grandcamp, e porzh Texas City (e bae Galveston). Klevet e voe an darzhadenn betek 240 km ac'hano. Kregiñ a reas an tan en ul labouradeg d'an embregerezh Monsanto ma veze graet stiren enni : 581 den a voe lazhet, 3 000 a voe gloazet.

Poltriji[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Ar poltriji a oa perc'hennet gant ar barner Alfred S. Gerson.