Taron Egerton

Taron Egerton, bet ganet d'an 10 a viz Du 1989 e Birkenhead (Bro-Saoz) zo un aktour kembreat. Brudet eo evit e rolloù e-barzh daou film eus an heuliad Kingsman, hag evit bezañ c'hoariet Elton John e-barzh ar biopic Rocketman (2019). Evit ar film-mañ en deus gounezet Golden Globe Award an aktour gwellañ e 2019.
Buhez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Ganet e voe Taron Egerton e Birkenhead, e-tal Liverpool. Pa oa daou vloaz e tispartias e dud, ha mont a reas gant e vamm da vevañ war Ynys Môn (Kembre). Skoliataet e voe e Llanfairpwllgwyngyllgogerychwyrndrobwllllantysiliogogogoch, hag eno e teskas kembraeg. Dilojañ a reas da Aberyswyth pa oa daouzek vloaz, hag adalek e bemzek vloaz e krogas da vezañ aktour. Diplomet e voe er Royal Academy of Dramatic Art (Londrez) e 2012. Embann a ra en em santout kembreat penn-kil-ha-troad[1].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (en) ELVIDGE Chris, Mr Taron Egerton, Mr Porter, 2014 (lennet d'an 28/07/2025)