Taol-stad an 2 a viz Kerzu 1851
Neuz

Moulladur gant Philippoteaux, engravet gant E. Leguay, 1853.
Taol-stad an 2 a viz Kerzu 1851 a oa bet aozet gant Louis-Napoléon Bonaparte, prezidant an Eil Republik c'hall e-pad tri bloaz, evit chom er galloud tra ma chome un nebeud mizioù a-raok fin e gefridi ha ma oa difennet outañ gant Bonreizh an Eil Republik mont war ar renk an dilennadegoù prezidant en-dro.
D'an 2 a viz Kerzu 1851 e voe embannet diouzh ar mintin c'hwec'h dekred gant Louis-Napoléon Bonaparte. Ganto e voe diskaret ar Vodadeg Vroadel hag ar C'huzul-Stad, adlakaet ar gwir da votiñ evit ar baotred, galvet ar bobl c'hall da zilennadegoù nevez ha kroget gant prientiñ ur vonreizh nevez. Embannet e voe homañ d'ar 14 a viz Genver 1852, ha lakaat a reas war-sav ur renad prezidantel aotrouniek, an Eil Impalaeriezh (1852-1870).