Mont d’an endalc’had

Mark I (tank)

Eus Wikipedia
Tankoù ponner Breizh-Veur ar C'hentañ Brezel-bed
pennad eus Wikimedia a denn da meur a zanvez
Vehicle normally usedtank ponner Kemmañ
StadRouantelezh-Unanet Kemmañ

An tankoù Mark I a oa un hollad karbedoù stourm hobregonet savet gant Breizh-Veur e-kerzh ar Brezel-bed kentañ. Ar Mark I a oa bet ar c'hentañ tank en istor o vezañ biskoulenent, armet hag hobregonet, evit bezañ implijet en emgann. An anv "tank" a oa bet da gentañ un anv-kod evit ma chomje kuzh ha ma chomje amsklaer pal an ijinadenn nevez. An tank a oa bet savet e 1915 evit adlañsañ ar brezel-fiñv hag a oa troet d'ur brezel-difiñv dre implij ar fozioù-difenn. Ar pal e oa e c'hellje bezañ treuzet an "no man's land" en desped d'an tennoù armoù skañv ha d'an tennoù mindrailherezed. Ouzhpenn-se e ranke gellet flastrañ an orjal dreinek, ha tremen dreist ar fozioù-difenn evit tagañ eeun ar c'hreñvlec'hioù enebour gant un armamant galloudus. Ouzhpenn ar c'hefridioù-se, an tankoù a ranke gellout dezougen pourvezioù ha soudarded.

An tankoù ponner breizhveuriat a oa reoù disheñvel e stumm ur romb ha gant ur penn a-raok gant ar biskoulennoù o pignat uhel, ar pal a oa gellout treuziñ an trañcheoù don ha ledan. An doare tachennoù-emgann a oa re Talbenn ar C'hornôg. Dre ma ranke bezañ uhel, un douribell armet en dije lakaet da vezañ uheloc'h c'hoazh ar c'harbed ha dre-se distabil. Kemmet e oa bet ar mennozh hag an armamant a oa bet lakaet er c'hostezioù. Ar c'hentpatrom, anvet "Mother", a oa dafaret gant ur c'hanol 57 mm, un vindrailherez Hotchkiss a bep tu. Goude-se e oa bet is-stummoù gant ur vindrailherez nemetken, hag a oa bet anvet stumm "Female" (maouez), tra ma oa bet anvet ar stumm gant ar c'hanol ha mindrailherezioù orin stumm "Male".

Ar stumm Mark I a oa bet degemeret er servij e miz Eost 1916, hag implijet er stourm evit ar wech kentañ d'ar 15 a viz Gwengolo 1916 e-kerzh emgann Flers-Courcelette, hag a oa ul lodenn eus argadenn ar Somme. Un nebeud tankoù Mark II ha Mark III a voe implijet, met an tank Mark IV, damheñvel, eo en doa kemeret e blas. Implijet e oa bet en emgann da gentañ e miz Even 1917. Ar Mark IV a oa bet implijet a-vras, e-tro 460 tank, e-kerzh emgann Cambrai e miz Du 1917. An tank Mark V, hag a oa bet dafaret gant un treuzkas nevez kalz gwelloc'h, a oa bet degemeret er servij e-kreiz ar bloavezh 1918. Ouzhpenn 2000 tank ponner breizhveuriat a voe produet e-kerzh ar brezel. Ur wech echuet ar brezel e oa bet paouezet da sevel an tankoù ponner er vro.

An tank Mark I a oa bet un diorroadur eus al Little Willie, un tank kenpatrom savet evit al Landship Committee gant al letanant Walter Gordon Wilson eus ar Royal Naval Air Service ha William Tritton eus William Foster Co., etre Gouhere ha Gwengolo 1915. Savet e oa bet gant Wilson evit mont dreist ar skoilhoù a save gant ar biskoulennoù pa oa ezhomm da dreuziñ fozioù-difenn evel ma oa bet e-kerzh arnodoù al Little Willie. Un douribell gant ur c'hanol a-us d'an tank a vije bet o lakaat kreiz ar an hoalnerzh da vezañ re uhel pa vije bet ezhomm pignat mogerioù ar fozioù-difenn alaman (dre-vras 1 metr 20), setu perak e oa bet lakaet ar biskoulennoù da gaout stumm ur romb tro-dro d'an tank hag an armoù a oa bet lakaet war ar c'hostez. An dizain nevez a oa bet degemeret mat gant pennoù al lu ha gellout a raent treuziñ/pignat fozioù-difenn betek 2,4 metr.