Mont d’an endalc’had

Tank troadegiezh

Eus Wikipedia
tank troadegiezh
rummad implij un arm
Iskevrennad eustank Kemmañ
Deiziad krouiñ1928 Kemmañ
ImplijQ9378398 Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed Kemmañ
Implijet gantSoviet tank forces, British Army, Tirlu gall Kemmañ

Un tank troadegiezh a oa bet ur steuñv tankoù sevenet gant ar Rouantelezh-Unanet, Bro-C'hall, Impalaeriezh Japan hag an URSS er bloavezhioù etre an daou vrezel-bed. An tankoù troadegiezh a oa bet soñjet evit degas un harp d'an droadeien e-kerzh an tagadennoù. Da dizout ar pal-se, ar c'harbedoù a oa hobregonet kreñv evit reiñ an tu dezho da vezañ tost ouzh an enebourien ha servij evel goudor pe skoed pa oa un tan kreñv dirak. An hobregon ouzhpennet a oa bet o tennañ fiñvusted, ar pezh na oa ket ur gudenn dre ma oa ur roll gorrek a-walc'h da gaout rak an droadeien ne fiñvent ket buan-tre.

Ur wech ma oa trec'h un dagadenn troadeien gant tankoù troadegiezh dirak, tankoù bliv evel ar cruiser pe an tankoù skañv a oa da erruout a-benn neuze hag oc'h implij o fiñvusted uhel ha ledanoc'h evit tennañ gounid eus an torr el linennoù enebour. Ar pal nevez a oa neuze tagañ pell a-dreñv linennoù difenn an enebourien ha troc'hañ al linennoù kehentiñ ha pourveziñ.

An tankoù troadegiezh a oa bet erlec'hiet gant mennad an "tankoù hollimplij" hag a c'helle seveniñ kefridioù an tankoù troadegiezh met ivez bezañ o-unan, evel ar Centurion hag a oa bet o kemer plas an tank Churchill hag an tankoù etre hag ar re Cruiser er servij. Kement-mañ a oa bet o tegas an tankoù stourm diazez implijet hiziv-an-deiz c'hoazh.