Mont d’an endalc’had

Tank dreist-ponner

Eus Wikipedia
Tresadenn steuñv an tank dreist-ponner soviedel T-42

Un tank dreist-ponner a vez graet eus un tank hag a zo a-us an holl rummadoù tankoù, memes ar re bonner a-fed ment kement hag a-fed pouez.

Meur a steuñv zo bet evit sevel tankoù a vefe fiziet enno ar garg da derriñ un talbenn hep ma vefe aon e vefent distrujet er stourm. N'eus nemet un nebeud skouerennoù hag a zo bet peursavet. Ha nebeutoc'h c'hoazh hag a vije bet implijet da vat en emgannoù. Kroget e oa bet da soñjal sevel anezho e-kerzh ar C'hentañ hag an Eil Brezel-bed, hag un nebeud ouzhpenn e-kerzh ar Brezel Yen.

Listenn hervez ar broioù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
URSS
  • T-42 (Tank Grote pe TG-V): 100 tonenn gant ur c'hanol diazez 107mm ha peder zouribell ouzhpenn. Savet ez eus bet tresadennoù ha maketennoù met biken ne voe savet ur pimpatrom.
  • KV-4: Steuñv eus 1941. Un hollad dizagnoù evit sevel un tank gant ur c'hanol diazez 107 mm hag un eil 45 mm pe 76 mm . Meur a zizagn a oa bet raksoñjet, an hini skañvañ a vije bet 82,5 tonenn hag an hini ponnerañ 107 tonenn. Ne voe ket kaset da benn an arnodoù ha pimpatrom ebet na voe savet biskoazh.[1]
  • KV-5: Un tank all eus an heuliad tankoù Kliment Voroshilov da bouezañ 100 tonenn. Armet gant ur c'hanol diazez 107 mm, gant un douribell evel hini ar KV-2 ha div douribell ouzhpenn armet gant mindrailherezioù 12.7 (unan dirak hag unan a-us d'an douribell diazez); keflusket gant daou geflusker V2 diesel dre ar c'hudennoù dafariñ gant ar brezel. Ar steuñv a voe paouezet abalamour de Seziz Leningrad ha nullet goude-se hep na vije savet netra fetis.
Stadoù-Unanet Amerika
  • T28 tank dreist-ponner: Lesanvet ivez T95, savet evit tagañ kreñvlec'hioù tev. 86,2 tonenn; 2 bimpatrom savet dres goude an Eil Brezel-bed; savet o kopiañ ar c'hanol emlusked saoz Tortoise. Gallout a reer gwelet unan anezho e Fort Moore, e Georgia.

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Pennadoù kar

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]