Mont d’an endalc’had

Tan Zhongyi

Eus Wikipedia
Tan Zhongyi e 2023
Tan Zhongyi e 2023

Commons
Commons
Muioc'h a restroù diwar-benn

a vo kavet e Wikimedia Commons.

Tan Zhongyi (sinaeg : 谭中怡 ; anv ar familh eo Tan, an anv-bihan eo Zhongyi), ganet d'an 29 a viz Mae 1991 e Chongqing[1],[2], zo ur c'hoarierez echedoù sinaat.
Mestr-meur (GM) eo abaoe 2017, Mestrez-veur etrebroadel (WGM) e oa abaoe 2009, Gourdoner FIDE Senior eo abaoe 2022, Gourdoner FIDE ha Tredeog Broadel abaoe 2019
.
2 535 edo he renk Elo Standard e miz Ebrel 2026, 2 502 he renk Fonnapl ha 2 424 he renk Luc'hedenn;[3].
2 561 eo bet he Renk Elo uhelañ, bet tapet e miz Kerzu 2024.

E 1997 e krogas da zeskiñ c'hoari an echedoù.
Div wech he doa gounezet Kampionad bedel echedoù ar merc'hed e-dan dek vloaz, e 2000 hag e 2001 en Oropesa del Mar (Spagn).
E 2002 he doa gounezet Kampionad bedel evit ar merc'hed e-dan daouzek 12 vloaz en Heraklion (Gres).
Bet eo kampionez vedel e 2017 en Iran, ma trec'has Anna Muzychuk er gourfenn. Tan Zhongyi zo bet ivez kampionez ar bed an echedoù prim.
Bet e oa Kampionez Sina ar maouezi e 2015, 2020, 2021 ha 2022.

Emdroadur ar renk Elo[4]
22002250230023502400245025002550260001/10/200301/06/201301/10/201701/12/2023Tan Zhongyi

Notennoù ha daveoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. (zh)(en)Chess in China
  2. (en)WGM FIDE
  3. (en)He fichenn FIDE
  4. Niveroù hervez listennoù Elo an FIDE. Mammennoù : (en) FIDE (prantad abaoe 2001) hag OlimpBase (prantad adalek 1971 betek 2001)

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]