Mont d’an endalc’had

Tan-gwall an MV June Aster

Eus Wikipedia
tan-gwall an MV June Aster
tan-gwall, gwallzarvoud-vor
BroFilipinez Kemmañ
E tiriadPalawan Kemmañ
Lec'hCoron Kemmañ
Daveennoù douaroniel12°1′34″N 120°20′49″E Kemmañ
Deiziad9 Gwengolo 2026 Kemmañ
VesselMV June Aster Kemmañ
Map

D'an 9 a viz Gwengolo 2026, d'abardaez, un tan-gwall a oa kroget el lestr-treizh filipinat MV June Aster nepell diouzh Bayan ng Coron. En holl e oa 115 treizhad ha 17 martolod[1]. An tan a oa bet merzhet da 6eur45 goude merenn PHT (UTC+8) war-dro 1,2 milmor er biz da Barangay Marcilla en enez Coron[2]. 77 treizhiad, d'an nebeutañ, zo marvet, 43 zo bet savetaet ha 13 zo dianket.

An MV June Aster goude an tan-gwall, skeudenn a-gostez (a-gleiz); gwelet eus an oabl (a-zehoù)

D'an 10 a viz Gwengolo 2026 ne oa ket kavet c'hoazh gant ar pennadurezhioù abeg an tan-gwall[2]. Hervez testoù e bourzh ar vag e oa kroget an tan e strad al lestr, war lavar gwarded-aod Filipinez. Tud manet bev o devoa embannet e oa bet un darzhadenn a-raok an tan-gwall hag e oa bet troc'het an tredan raktal gant moged e-leizh a-raok ma vije an tan o redek prim dre ar vag[3][4].

Chomet e oa diank ar c'habiten, Roel Sarmiento e anv, e-pad pemp devezh goude an tan-gwall. En ur gemennadenn embannet gantañ en doa embannet e oa bet kelaouet eus un tan gant ur bourzhiad ha roet urzh d'an dreizhidi da bignat war ar pont ha da brientiñ an dafar eneptan. Embannet en deus e oa bet dibosubl dezhañ gervel an holl dreizhidi dre ma oa bet troc'het an tredan pa oa an tan o vont prim war-raok. Urzhiet en doa kuitaat ar vag war bigi saveteiñ. Lammet e oa en dour ha goude e oa pignet war unan anezho ; ouzhpennet en doa en doa sikouret meur a zen da dec'hout kuit[5].

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]