Mont d’an endalc’had

Tan-gwall Tai Po e 2025

Eus Wikipedia
tan-gwall Tai Po e 2025
structure fire
Anv er yezh orin宏福苑大火, Wang Fuk Court fire Kemmañ
BroRepublik Pobl Sina Kemmañ
E tiriadTai Po Kemmañ
Lec'hWang Fuk Court Kemmañ
Daveennoù douaroniel22°26′47″N 114°10′35″E Kemmañ
Deiziad26 Du 2025 Kemmañ
Deiziad kregiñ26 Du 2025 Kemmañ
Deiziad echuiñ28 Du 2025 Kemmañ
Efedaftermath of the Wang Fuk Court fire Kemmañ
Deskrivet en URLhttps://baike.sogou.com/v225461258.htm Kemmañ
Hong Kong fire alarm levelNo.5 alarm fire Kemmañ
Map

D'ar 26 a viz Du 2025, e oa kroget un tan-gwall e Wang Fuk Court ur greizenn skraberioù-oabl lojeiz e Tai Po, Tiriadoù Nevez, en Hong Kong. Ar pennadurezhioù lec'hel o deus embannet e oa bet 128 lazhet d'an nebeutañ (ur pomper en o zouez) ha gloazet 76 all. D'an 28 a viz Du e 2025 e chom 200 den steuziet.[1][2] D'an 3 a viz Kerzu e oa kadarnaet e oa bet 160 den lazhet d'an nebeutañ [3]

Kroget e oa an tamm gant flammennoù e rouedoù gwer a oa tro-dro da chafodadur bambouz e Bloc'had F (Wang Cheong House) ha buan eo bet o vont a vloc'had da vloc'had,[4][5] betek tizhout seizh skraber-oabl en holl. Kalz annezidi a oa bet stanket er savadurioù.[6] An tan eo an hini gwasañ abaoe hini Cornwall Court fire e 2008.[7] An tan-gwall eo ar pevare hini gwasañ hervez an niver a dud lazhet en istor Hong Kong, hag an hini gwasañ abaoe tan-gwall hangar Wing On e Sai Wan hag a oa bet kaoz marv 176 e 1948.[8]

Sinadegoù foran ha gwasakdur ar "politikerezh surentez vroadel"

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

Miles Kwan, ur studier 24 bloaz eus Skol-veur sinaat Hong Kong, en doa krouet ur sinadeg foran, evit goulenn ma vije savet ur vodadeg furchal dizalc'h evit studiañ an tan-gwall, gwiriañ ar chanteroù dre kêr, ha gwelet ma oa tud eus ar gouarnamant engouestlet er gwallreuz, ouzhpenn pouezañ evit ma vije sikouret an dreistbeverien. Kwan a voe harzet d'an 29 a viz Du gant Departamant ar Surentez Vroadel evit an abeg da vezañ kabaler hervez mammennoù ar mediaioù.[9] Sinadeg Kwan en doa tizhet ouzhpenn 10 000 a sinadurioù a-raok bezañ lammet diouzh ar mediaioù sokial.[10][11][12] Ur sinadeg all a oa bet lañset gant un den eus Tai Po o vevañ en estrenvro war ar memes savenn evit an hini kentañ ur wech bet lammet, o c'houlenn ar memes pevar tra.[13]

Notennoù ha daveennoù

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ Tse, Hans (28 November 2025). Death toll hits 94 in Hong Kong Tai Po fire as rescue missions continue through the night.
  2. ↑ (en-gb) Hong Kong fire live: Death toll soars to 128 after tower block blaze (2025-11-28).
  3. ↑ (en) https://www.scmp.com/news/hong-kong/society/article/3335765/death-toll-hong-kong-fire-rises-160-dna-tests-show-1-more-perished
  4. ↑ Hong Kong’s Worst Fire in Generations Fuels Scrutiny of Safety Lapses (27 November 2025).
  5. ↑ "大埔宏福苑五級火 | 專家料天氣乾燥及大風助長火勢 需查圍網是否阻燃物料及警鐘故障" (in zh), Sing Tao Daily (26 November 2025).
  6. ↑ "Ferocious blaze in Hong Kong leaves at least 44 dead, 279 missing – as it happened", South China Morning Post (26 November 2025).
  7. ↑ (en) Fire in Tai Po.
  8. ↑ Bao, Anniek (27 November 2025). Chinese giants rush to pledge millions after Hong Kong’s deadliest fire since 1948 kills 55.
  9. ↑ Hong Kong man arrested for alleged sedition in relation to fatal Tai Po blaze (30 November 2025).
  10. ↑ 香港惡火發起4大訴求連署被帶走 大學生曾為六四發聲 (30 November 2025).
  11. ↑ Man arrested for alleged sedition in Hong Kong amid scrutiny of fire response. South China Morning Post (29 November 2025).
  12. ↑ 'Very basic demands': Hong Kong student's calls for accountability over lethal Tai Po fire silenced (30 November 2025).
  13. ↑ "Anger mounts in Hong Kong over apartment fires as Beijing warns against 'anti-China disruptors'" (in en-GB), The Guardian (30 November 2025).