Talhaearn Tad Awen

Eus Wikipedia

Talhaearn Tad Awen (fl. er VIvet kantved) a oa ur barzh kembraek eus an Hanternoz Kozh, hervez an dihelloù kozh kembraek. Bevañ a rae en amzer ar varzhed Aneirin ha Taliesin, met un tamm koshoc'h e oa, hag evelte eo lakaet e-touez Cynfeirdd Enez Vreizh. Hogen, ma'z eus chomet skridoù ganto, gantañ n'eus chomet mann.

Brudet eo evelkent evit bout bet ar c'hentañ barzh kembraek.