Talbenn ar C'hornôg (Kentañ Brezel-bed)
Rann eus | European Theater of World War I ![]() |
---|---|
Anv ofisiel | Defensive Sector ![]() |
Stad | Belgia, Bro-C'hall ![]() |
Lec'h | Elzas-Loren, Belgia, Bro-C'hall ![]() |
Deiziad kregiñ | 3 Eos 1914 ![]() |
Deiziad echuiñ | 11 Du 1918 ![]() |
Talbenn ar C'hornôg a oa bet unan eus tachennoù brezel ar C'hentañ Brezel-bed. Ur wech tarzhet ar brezel e miz Eost 1914, al lu alaman a oa bet o kregiñ gant un talbenn er C'hornôg gant aloubadeg Luksembourg ha Belgia. Dre-se e oa deuet an Alamanted da vezañ mestr war lod takadoù greantel e Bro-C'hall. An argadenn alaman a oa bet talet outi e-kerzh Emgann ar Marne. Goude ar Redadeg d'ar mor, pep kostezenn a oa bet rediet da doullañ fozioù-difenn pe trañcheoù, ledet eus Mor an Hanternoz betek an harzoù etre Suis ha Bro-C'hall. Ha difiñv eo chomet an talbenn-se, tamm-pe-damm, a-hed ar brezel, nemet e penn-kentañ 1917 ha goude-se er bloavezh 1918.
Etre 1915 ha 1917 e oa bet meur a argadenn ramzel war an talbenn-se. An argadennoù a implije bombezadegoù gant kanolioù ha strolladoù bras a droadeien. Fozioù-difenn, goudorioù mindrailherezioù, orjal dreinek, hag implij an obuzoù a oa bet abeg da golloù tud ramzel e-pad argadennoù hag enebargadennoù hep na vije kemmet an talbenn pe dost. E-touez an argadennoù koustusañ e oa bet emgann Verdun e 1916, gant 700 000 den lazhet en holl, emgann ar Somme, e 1916 ivez gant ouzhpenn ur milion a dud lazhet, hag ivez trede emgann Ieper, e 1917, gant 487 000 den lazhet.