Talbenn (aozadur milourel)
Neuz
Un talbenn (rusianeg: фронт) a zo un doare aozadur milourel hag a oa bet krouet gant Impalaeriezh Rusia, hag a zo bet implijet ivez gant tirlu Polonia, al Lu Ruz, an tirlu soviedat, hag arme Turkia. Dre-vras eo ar memestra hag ur strollad arme en aozadur darn eus ar broioù all. An niver a armeoù a zo e-barzh a zo disheñvel hervez an talbenn, etre tri ha betek pemp arme a vez kavet[1]. Arabat eo kemmeskañ an doare aozadur-se gant an droienn implijetoc'h talbenn milourel, evit ober anv eus un tiriad douaroniel en ur mare brezel.
Notennoù ha davennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ FM 100-2-3, The Soviet Army: Troops, Organizations, and Equipment, Even 1991