Take Fountain

Eus Wikipedia

Take Fountain a zo seizhvet pladenn studio The Wedding Present. Dont a reas er-maez er Rouantelezh-Unanet d'ar 14 a viz C'hwevrer 2005. Embannet e voe gant Scopitones Records. Pa voe enrollet gant David Gedge e soñje dezhañ e vefe embannet evel pevare pladenn studio Cinerama, met pa zispartias diouzh Sally Murrell, unan eus krouerien Cinerama, e tibabas lakaat anezhi da zont er-maez evel ur bladenn savet gant The Wedding Present. Pladenn gentañ The Wedding Present e voe abaoe Saturnalia (1996). Teir fladenn single a voe tennet eus Take Fountain : Interstate 5 (15 a viz Du 2004), I'm From Further North Than You (11 a viz Ebrel 2005) ha Ringway to SeaTac (24 a viz Here 2005). Fountain Avenue a zo ur straed e Los Angeles, nepell eus Sunset Boulevard ha Santa Monica Boulevard. Pa c'houlennas Johnny Carson ouzh Bette Davis penaos e c'hallfe ober un den a fellfe dezhañ dont da vezañ brudet e Hollywood, e respontas Davis : "Take Fountain!"


Tonioù ar bladenn[kemmañ | kemmañ ar vammenn]

  • 1. "On Ramp" - 2:03 (n'emañ ket war ar bladenn amerikan)
  • 2. "Interstate 5" (Extended Version) - 8:06
  • 3. "Always the Quiet One" - 3:20
  • 4. "I'm From Further North Than You" - 3:39
  • 5. "Mars Sparkles Down on Me" - 4:14
  • 6. "Ringway to SeaTac" - 2:41
  • 7. "Don't Touch That Dial" (Pacific Northwest Version) - 6:18
  • 8. "It's for You" - 3:16
  • 9. "Larry's" - 3:39
  • 10. "Queen Anne" - 4:05
  • 11. "Perfect Blue" - 5:31

Liamm diavaez[kemmañ | kemmañ ar vammenn]