Mont d’an endalc’had

Takad disoudardet Korea

Eus Wikipedia
Takad disoudardet Korea
takad divilouraet
Deiziad krouiñ1953 Kemmañ
Anv er yezh orin한반도 비무장지대(韓半島非武裝地帶) Kemmañ
StadKorea ar Su, Republik Poblel ha Demokratel Korea Kemmañ
E tiriadKorea ar Su, Republik Poblel ha Demokratel Korea Kemmañ
Daveennoù douaroniel38°19′12″N 127°12′0″E Kemmañ
Map

Takad disoudardet Korea (koreaneg: 한반도/조선반도 비무장 지대), brudet ivez evel Korean DMZ pe KDMZ, zo un takad douar a-dreuz ledenez Korea dres war an 38vet ledredenn norzh. An TDK a zo un harz skoilh hag a rann al ledenez e div lodenn. Savet e oa bet evel takad disoudardet etre stadoù Republik Poblel ha Demokratel Korea (Norzhkorea) ha Republik Korea (Sukorea) hervez disklêriadurioù Arsav-brezel Panmunjeom eus 1953, un emglev etre Norzhkorea, Republik Pobl Sina, ha Pennrenerezh ar Broadoù Unanet e Korea.

An TDK a zo 250 km a hirder ha tro 4 km a ledander. Pep tu eus an takad-harz a zo tachennoù milourel savet-mat. An takad eo an talbenn etre an div vro e-kerzh ar bec'h korean hag a bad betek hiziv-an-deiz c'hoazh. Bez ez eus bet reuzioù alies tro-dro d'an takad disoudardet, gant tud lazhet, trevourien pe soudarded, a bep tu. En takad disoudardet korean ez eus ul lec'h evit an emgavioù etre an div stad, implijet e vez pa vez kendivizoù : anvet eo Joint Security Area (JSA) ha lec'hiet eo nepell diouzh lodenn kornôg fin an takad, nepell diouzh kêr-benn Sukorea Seoul.