Mont d’an endalc’had

Takad an euro

Eus Wikipedia
takad an euro
unvaniezh moneizel, human-geographic territorial entity
Deiziad krouiñ1 Gen 1999 Kemmañ
Moneizeuro Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://ec.europa.eu/info/business-economy-euro/euro-area_en Kemmañ
Testenn ar pennreolennoùMaastricht Treaty Kemmañ
Ekonomiezh an danvezekonomiezh Takad an euro Kemmañ

Takad an euro (anvet "Eurozone" e saozneg, galleg hag alamaneg) a zo un takad moneizel hag a vod 21 stad eus Unaniezh Europa o deus degemeret an euro (€) evel o moneiz hag a lak e pleustr politikerezhioù an Unaniezh ekonomikel ha moneizel.

Krouet e voe takad an euro e 1999 gant unnek stad : Alamagn, Aostria, Belgia, Finland, Frañs, Iwerzhon, Italia, Luksembourg, an Izelvroioù, Portugal, Spagn. Gres a yeas daveto e 2001, Slovenia e 2007, Kiprenez ha Malta e 2008, Slovakia e 2009, Estonia e 2011, Latvia e 2014, Lituania e 2015, Kroatia d'ar 1 a viz Genver 2023 ha Bulgaria d'ar 1 a viz Genver 2026. Skoulmet ez eus bet emglevioù etre Unaniezh Europa ha stadoù all evit implijout an euro evel moneiz ofisiel ha monañ o fezhioù ha bilhedoù dezho o-unan : Andorra, Monako, San Marino hag ar Vatikan[1][2][3]. Ouzhpenn se eo bet degemeret an euro gant Kosovo ha Montenegro en o-unan oc'h implijout an euroioù moneisaet gant ar re all[4]. Ne gemer ket ar 6 stad-se perzh en ensavadurioù takad an euro avat[5].

Ret eo klotañ gant meur a zezverk evit mont e-barzh takad an euro : un divigad foran dindan 3 % eus ar PDK, un dle hag a chom dindan 60 % eus ar PDK, ur monc'hwez kontrollet, ur bank kreiz dizalc'h hag ur moneiz broadel stabil e-pad daou vloaz da nebeutañ e framm Mekanik ar feur-eskemm europat.

Ekonomiezhioù Frañs hag Alamagn eo ar re c'halloudusañ, kontañ a reont evit tost an hanter eus takad an euro[6].

Tost 350 milion a dud zo o chom e takad an euro[7], evit ur PDK berniet a 11886 miliard a euroioù[8] hag ur feur dilabour krenn a 4,80 % eus ar boblañs oberiant (tost 20% eo ar feur-mañ evit ar re dindan 25 bloaz)[9].

Divizet e vez ar feur-ren refi e takad an euro gant Bank Kreiz Europa, hag embannet e vez gantañ war e lec'hienn internet. Chomet eo ar feur-mañ e 0 % e-pad 6 vloaz, eus an 10 a viz Meurzh 2016 betek an 20 a viz Mae 2022, a-raok dont da vezañ pozitivel en-dro[10].

Adalek deroù ar bloaz 2010 emañ takad an euro o treuziñ ur mare strafuilhoù goude en doa dirollet enkadenn dle foran Gres, ha goude enkadenn Iwerzhon. Cheñchet en deus arkitektouriezh hollek takad an euro alies e-kerz emvodoù niverus ar C'huzul Europat ha kalz kuzuliadegoù europat.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]