Takad Schengen
| Deiziad krouiñ | 26 Meu 1995 |
|---|---|
| Anvet diwar | Schengen |
| Kevandir | Europa |
| Stad | talvoud ebet |
| Daveennoù douaroniel | 54°16′30″N 25°33′45″E |
| Testenn ar pennreolennoù | Schengen acquis |
| Dezverket dre an ezvezañs a | border control |

Takad Schengen pe Spas Schengen [1] a vez graet eus an holl diriadoù europat gant 25 Stad ezel eus an Unvaniezh Europat ha 4 Stad kevredet ezel eus Kevredigezh europat an eskemm-frank hag o deus lakaet da dalvezout emglev Schengen ha kenemglev Schengen, sinet e Schengen (Luksembourg) e 1985 ha 1990. Takad Schengen eo an dachenn nemeti a-fed beajoù etrebroadel hag evezhierezh an harzoù lec'h ma vez dieub treuziñ an harzoù, hep paseporzh hag hep evezhiadenn.
Reoladoù Takad Schengen a zo bet euvret gant Gwir an Unvaniezh Europat dre Skrid-emglev Amsterdam sinet e 1999, memes ma'z eus peder Stad ha n'int ket izili eus an Unvaniezh Europat (Island, Liechtenstein, Norvegia ha Suis) ha, de facto, teir Stad europat vihan enklozet en takad-se (Monaco, San Marino hag Vatikan).