Tagadenn emlazh
| Iskevrennad eus | emlazh, tagadenn |
|---|---|
| Pleustret gant | suicide bomber |
| A implij | arm emlazh |
Tagadenn emlazh pe gwalldaol emlazh a vez graet eus un dagadenn lec'h ma vez ar sevener pe sevenerien o klask mervel e-kerzh an dagadenn. An doare tagadennoù-se a c'hall bezañ reoù muntr–emlazh hag a zo alies liammet gant kenarroud ar sponterezh pe ar brezel. Pa vez an tagerien gwelet evel sponterien, an tagadennoù a c'hell bezañ anvet sponterezh emlazh. Implij an emlazh gant milourien n'eo ket reoliataet gant ar gwir etrebroadel, met tagadennoù emlazh a c'hell bezañ gwelet evel un torr dre trubarderezh pe tagadenn war trevourien. An tagadennoù emlazh a c'hell bezañ gwelet e kenarroudoù lies, eus unan obererezh milourel evel ar sturierien kamikaze japaniz e-kerzh an Eil Brezel-bed (1944-1945), betek ar re nevesoc'h gant ar sponterien islamour—evel gwalldaolioù an 11 a viz Gwengolo 2001 e New York. Tagadennoù emlazh a zo bet implijet gant un niver ledan a ideologiezhoù, eus an tu dehoù pellañ (Japan hag Alamagn e-kerzh an Eil Brezel-bed) betek an tu kleiz pellañ (evel ar PKK hag Arme Ruz Japan).