Tagadenn Pride Berlin 2026
| Rann eus | sponterezh islamek en Europa, terrorism in Germany |
|---|---|
| Bro | Alamagn |
| E tiriad | Berlin |
| Lec'h | Großer Tiergarten, Ahornsteig |
| Daveennoù douaroniel | 52°30′45″N 13°22′12″E |
| Deiziad | 25 Gouere 2026 |
| Darvoud-alc'hwez | Christopher Street Day in Berlin 2026 |
| Vessel | Citroën Spacetourer |
| Armament | Citroën Spacetourer, machete |
| Deskrivet en URL | https://www.rbb24.de/panorama/beitrag/2026/07/berlin-christopher-street-day-samstag-demo1.html, https://www.dw.com/en/1-dead-16-injured-after-car-ramming-at-berlin-csd-pride-event/a-78116146 |
| Bukenn | Christopher Street Day in Berlin 2026 |
| Oberour | Abdul Ballout |

Nozvezh ar 25 a viz Gouhere 2026, ur van gwenn a oa bet bleniet prim evit stekiñ ur mor a dud war droad e-kerzh lid Pride Berlin e Tiergarten nepell diouzh Dor Brandenburg. Ur avouez a oa bet lazhet war an taol ha 25 den a oa bet gloazet don. Terc'het kuit e oa war droad ar blenier goude ma vije bet an oto o stekiñ ouzh ur gwezenn. Goude-se e oa bet kroget gant ar polis ur c'hlask war an den. Ar pride, lec'h ma vez milieroù a dud o tont, a oa bet nullet nebeut amzer goude an dagadenn. Ar polis en doa embannet e oa anavezet ar susped, anvet Abdul Ballut, ha liammet gant "luskad islamour" Berlin.[1][2][3]
Lazhet e oa bet ar sponter gant tennoù ar polis an devezh war-lec'h pa oa bet klasket herzel anezhañ. Ministr an Diabarzh Alexander Dobrindt en doa embannet e oa soñjet da vezañ ur gwalldaol islamour.
Daou viz a-raok an dagadenn, Ballout a oa bet kondaonet dre ma glaske seveniñ ur gwalldaol, kondaonet e oa bet d'an toull bac'h gant goursez e plas bezañ toullbac'het.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Police hunting for suspect after Berlin Pride event ramming kills one, wounds 17 | The Jerusalem Post (en)(2026-07-26).
- ↑ Cole, Deborah (2026-07-26). "One killed, 16 injured after van mows into crowd and people stabbed at Berlin Pride" (in en-GB), The Guardian.
- ↑ Germany launches manhunt after Berlin Pride van ramming (en).