Tachenn-emgann

Iskevrennad eus | lec'hiadur douaroniel, lec'h arkeologel ![]() |
---|---|
Rann eus | tachenn vilourel ![]() |
Tachenn-emgann[1], stourm-lec'h [2], aerva[3] a vez implijet evit ober anv eus ul lec'h istorel ha douaroniel lec'h ma oa bet stourmet un emgann war zouar. Peurvuiañ ne vez implijet nemet evit ober anv eus al lec'h ma oa kejet an nerzhioù enebet, memes ma oa bet implijet muioc'h a spas gant unvezioù all tro-dro d'an dachenn, e-pad pe a-raok an emgann. An tagadennoù war al linennoù kehentiñ eus ul lu, pe war al linennoù pourveziñ, a vez lakaet alies er-maez eus an "dachenn-emgann", memes ma c'hallont kaout pouez war disoc'h an emgann da vezañ. Implijet e vez an droienn tachenn-emgann evit emgannoù war dachennoù douar peurliesañ ; met gallout a ra an termen talvezout ivez evit forzh peseurt lec'h ma vez un emgann. An droienn a c'hall kaout ivez ur dalvoudegezh lezennel, ha tachennoù-emgann a c'hell bezañ arouezel ha gant ur pouez istorel ha sevenadurel. An stourm-lec'h a zo bet diskrivet evel "ul lec'h ma vez arnodet an uhelvennadoù ha lealdedoù"[4]. Lod aktaoù pe skridemglevioù a laka harzoù d'an obererezhioù a c'hall bezañ sevenet war an tachennoù-emgann e-kerzh ur stourm. Bez ez eus ivez reolennoù ha lezennoù evit gwareziñ tachennoù-emgann evel lec'hioù istorel.
Notennoù ha daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ Ur wech ouzhpenn, e vo meulet evit e daolioù kaer war an dachenn-emgann. — (Langleiz, Romant ar Roue Arzhur, Embannadurioù Al Liamm, 1975, pajenn 103)
- ↑ p.174, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) »
- ↑ Devri
- ↑ Veronica Fiorato, Anthea Boylston, Christopher Knüsel, Blood Red Roses: The Archaeology of a Mass Grave from the Battle of Towton AD 1461 (2007), p. 3.