Breutadegoù Melun

Eus Wikipedia
(Adkaset eus Tabutoù Melun)

Kroget e oa Breutadegoù Melun d'ar 25 a viz Even 1960 gant dileuridi ar GC'hRA (Gouarnamant da C'hortoz Republik Aljeria), Mohamed Seddik Benyahia hag Ahmed Boumendjel ha Bro-C’hall. Mont a ray ar breutadegoù-se d’ar strad buan a-walc’h rak re a zistokoù a oa etre an daou du, dreist-holl evit ar pezh a sell ouzh an arsav-brezel. Neuze e kendalc’has ar brezel dispac’hel, c’hwitet ar steuñv gall gant ar C’hallaoued dre un difenn efedus eus perzh an Aljerianed. D'an 9 a viz Kerzu 1960 e oa bet e kêrioù bras Aljeria manifestadegoù bras evit diskouez kenskoazell ar bobl aljerian d'an FLN. War an dachenn diavaez en deus an FLN graet ul labour bras evit rediañ De Gaulle da gregiñ en-dro gant ar c'hendivizoù. A-drugarez d’ar Suis Olivier Lang, e krog ar breutadegoù en-dro e Neuchâtel gant Ahmed Bourmendjel, Ahmed Francis ha Saad Dahlab eus an tu aljerian, ha Raqueroque ha Chayet da c’houde evit gouarnamant Bro-C’hall.