Mont d’an endalc’had

Taal (menez-tan)

Eus Wikipedia

An Taal zo ur menez-tan bev er Filipinez e su enez Luzon[1], war-dro tri-ugent kilometr er su da Manila, 400 metr eo e uhelder. Pemzek kilometr eo e ledander hag ugent kilometr e hirder. Ur c’haldeira bras eo, enni al lenn Taal. Abalamour d’e zislonkadennoù tarzh niverus a zegas koumoul tan ha tsunamioù eo an Taal ar menez-tan a lazh an niver brasañ a dud er Filipinez.

Lenn Taal a zo dezhi ur gorread a 267 km2. Trede lenn vrasañ ar vro eo, 160 metr donder d'ar muiañ, lec’hiet tri metr a-us live ar mor. Redek a ra e zour da vae Balayan, e mor Su Sina, dre ar stêr Pansipit.

Meur a enezenn a zo e lenn Taal. Emañ an hini vrasañ anezho, Volcano Island, e kreiz norzh al lenn, e-lec'h ma tislonk ar menez-tan. Kurunet eo Volcano Island gant ur c'haldeira tri c'hilometr diametr, ennañ ivez ul lenn krater. Neuze eo lenn krater Volcano Island lenn vrasañ war un enezenn en ul lenn war un enezenn er bed, hag ar pikern volkanek, anvet Vulcan Point, lec'hiet e lenn krater Volcano Island, eo an enezenn vrasañ en ul lenn war un enezenn en ul lenn war un enezenn er bed[2].