Mont d’an endalc’had

TOG1

Eus Wikipedia
TOG1
doare karbed stourm
Iskevrennad eusTank dreist-ponner Kemmañ
BrezelEil Brezel-bed Kemmañ
Bro orinRouantelezh-Unanet Kemmañ
OberataerBritish Army Kemmañ
ArmamentOrdnance QF 2-pounder Kemmañ

An tank ponner TOG 1 a oa bet ur c'hentpatrom tank dreist-ponner breizhveuriat produet e penn-kentañ an Eil Brezel-bed o raksoñjal e vije troet ar brezel-se d'unan evel ar Brezel-bed kentañ gant ar memes doare tachennoù emgann. Savet e oa bet gant ar soñj gwelet anezhañ o c'hellout ruilhañ war tachennoù war ar maez koulz ha treuziñ fozioù difenn. Savet e oa bet ur c'hentpatrom, ha goude-se unan all gwellaet (an TOG 2) ; siwazh pa oa bet gwelet an disoc'hoù izel ha luziet a oa gant ar c'harbed a-fed gellout ruilhañ war tachennoù liesdoare, e oa bet choazet an tank Churchill. Komprenet e oa bet e vije ur stourm fiñvus ha n'eo ket mui unan difiñv.