Mont d’an endalc’had

TLC (strollad)

Eus Wikipedia
TLC
Sonadeg e Toronto e 2016

Alias TLC-Skee - 2nd Nature
Bro orin Atlanta, Georgia, SUA
Doare(où) Hip hop, R&B a-vremañ, sonerezh pop, new jack swing, soul
Bloavezhioù oberiant 1991 - hiziv
Label(ioù) LaFace - Arista - Epic - 852

Izili Tionne "T-Boz" Watkins, Rozonda "Chilli" Thomas
Izili bet er strollad Lisa "Left Eye" Lopes, Crystal Jones

TLC a oa ur strollad kanerezed stadunanat krouet e 1990 en Atlanta, e Georgia. Savet e oa ar strollad gant Tionne "T-Boz" Watkins, Lisa "Left Eye" Lopes, ha Rozonda "Chilli" Thomas.

Berzh a reas ar strollad e-kerzh ar bloavezhioù 1990, gant o feder c'hanaouenn gentañ : Creep, Waterfalls, No Scrubs hag Unpretty[1]. TLC a enrollas ivez peder fladenn liesplatin, en o zouez CrazySexyCool (1994), a resevas un testeni diamant gant Kevredigezh ar Greanterezh Enrollañ en Amerika (RIAA)[2]. Dont a rejont da vezañ ar strollad R&B kentañ en istor o resev testeni ar milion digant Kevredigezh Greanterezh Enrollañ Japan (RIAJ) evit FanMail (1999).[3]

Goude bezañ gwerzhet ouzhpenn 60 milion a bladennoù er bed a-bezh, TLC zo unan eus ar pemp strollad merc'hed stadunanat gwerzhet ar muiañ a-viskoazh[4],[5].

  1. TLC Chart History. Billboard. 2/02/2018
  2. Gold & Platinum Searchable Database – June 04, 2014. RIAA. 24/09/2015
  3. RIAJ Certified Million Seller Albums. www.hbr3.sakura.ne.jp. 12/02/2016.
  4. (en) Kennedy, Gerrick (5/11/2012). TLC Plans First Album in 12 Years. Los Angeles Times.
  5. (en) Thomas, Rebecca (25/04/2012). TLC's Left Eye Remembered: 10 Years Later. MTV.