TKB-506
Neuz
| TKB-506 | |
|---|---|
| Kinnig | |
| Bro orin | |
| Doare | Pistolenn tri c'hanol un-tenn, kuzhet |
| Munision | 7,62 × 35 mm |
| Krouer | Igor Stetchkin |
| Mare krouidigezh | 1954 - 1955 |
| Produer | Uzin armoù Toula |
| Perzhioù teknikel (arm produet gant Dolne-Bar) | |
| Mas | 0,44 kg |
| Hirder | 11 mm |
| Ledander | 95 mm |
| Hirder | 20 mm |
| Hirder ar c'hanol | 25 mm |
| Endalc'h | 3 zenn |
| Lezenn | |
| Rummad e Bro-C'hall | A |
An TKB-506 (rusianeg : ТКБ-506) zo ur bistolenn vihan soviedel e stumm ur voest sigaretennoù. Ijinet e voe e 1954-1955 gant an armeurer Igor Stetchkin evit ezhommoù ar c'hKGB, a-benn kaout un arm emzifenn aes da guzhat.
An TBK-506 zo e stumm ur voest plaen, enni ur bloc'h tri c'hanol, dezhe pep a wikefre skeiñ. Ar bloc'h-mañ a rank bezañ tennet diouzh an arm evit ma vefe adkarget anezhañ. Un-tenn eo pep kanol, ha n'eus karger ebet : ensoc'het e vez ar c'hartouchennoù ispisial 7,62 × 35 mm SP-2 er c'hambroù war-eeun. An draen a lez ur skoer da vont bewech ma vez pouezet warni. Ur surded zo war pep kanol ; niverennet eo an eil re hag ar re all eus 1 betek 3[1][2].
Er sevenadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An TKB-506 a c'haller ober ganti e World of Guns: Gun Disassembly[3].
Liammoù diavaez
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- Mont en-dro an TKB-506, video tennet diouzh ar c'hoari World of Guns.
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ (ru) Игорь Яковлевич Стечкин (Igor Yakovlevitch Stetchkin), war lec'hienn Mirdi Armoù Toula (diellet, lennet d'ar 27/06/2026)
- ↑ (ru) Игорь Яковлевич Стечкин и его легендарное оружие, Pravda-TV.ru, 16/11/2012 (lennet d'ar 27/06/2026)
- ↑ (en) TKB-506, IMFDB (lennet d'ar 27/06/2026)