Mont d’an endalc’had

Tögrög

Eus Wikipedia
Tögrög
moneiz
StadMongolia Kemmañ
A dalv evit tiriadMongolia Kemmañ
Currency sign Kemmañ
Central bank/issuerBank of Mongolia Kemmañ
Erlec'hiañ a raMongolian dollar Kemmañ
Deiziad kregiñ1925 Kemmañ
Unit symbol Kemmañ

An tögrög (ᠲᠥᠭᠦᠷᠢᠭ el lizherenneg vongolek, төгрөг e kirilleg, distaget ˈtʰɵɣ.rɵk ; arouez :  ; kod: MNT), skrivet ivez tougrik, tugrik, tugrug, eo moneiz ofisiel Mongolia.

Tögrög eus ar mare sokialour, diskouezet e Mirdi Broadel Mongolia.

Savet e voe an tögrög d'an 9 a viz Kerzu 1925[1] gant ur c'hevatalder a 1 roubl soviedel, da gemer plas an dollar mongol a oa abaoe 1921.

Mongolia en deus un ekomoniezh varc'had abaoe 1992.

Talvoudegezh ha rannañ

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
Un bilhed 20 000 tögrög, gant un dresadenn eus 2006.

Rannet eo an tögrög e kant möngö (мөнгө, « arc'hant »). Ar bilhed 10-tögrög eo an hini bihanañ, hag an hini brasañ eo ar bilhed 20 000 tögrög. Ne vez ket implijet ar pezhioù moneiz ken, ken dister eo o zalvoudegezh.

E 2011 e oa ar feur eskemm e-tro 1700 ₮ evit 1 euro. E 2013 e oa 2000 ₮ evit 1 euro. E 2017 e oa 2590 ₮ evit 1 euro.

Skeudennaouet eo ar bilhedoù dindan 1000 ₮ gant poltred an haroz Damdin Souc'hbaatar gwisket gant dilhad hengounel mongol, hag en tu all gant kezeg er maezioù. Ar bilhedoù brasoc'h o zalvoudegezh a zoug poltred Tchingiz C'han en un tu, hag en tu all, evit ar bilhedoù 10 000 ₮ ha 5000 ₮, skeudenn ur feunteun airag savet gant an arzour gall Guillaume e Karakoroum en XIIIvet kantved, hag evit ar bilhedoù 500 ₮ ha 1000 ₮ ur yourt-vagon sachet gant ejened evel ma rae ar bostadoù gwechall.

E tu gin ar bilhedoù 20 000 ₮ ez eus treset nav toug gwenn, ur seurt banniel hengounel graet gant blev kezeg ha yaked.

Liamm diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]