Sviatlana Tsikhanouskaya

Sviatlana Tsikhanouskaya zo ur bolitikerez velarus bet ganet d'an 11 a viz Gwengolo 1982 e Mikachevitchy, e su Belarus, en URSS da neuze.
Yaouankiz
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Kelennerez ha jubennerez eo bet Sviatlana Tsikhanouskaya. E skol-veur Mazyr he deus studiet saozneg, ur yezh anavezet mat ganti : pa oa bihan he doa bevet ur pennad e Ros Cré, en Iwerzhon. Degemeret e oa bet eno gant bugale all eus he bro, da-heul ar gwallzarvoud erruet e kreizenn nukleel Tchornobyl. E Mazyr ivez he deus graet anaoudegezh gant Sergei Tsikhanousky, deuet da vezañ he gwaz e 2004. Daou vugel o deus, paotr ha plac'h. Bouzar eo o mab, meur a wech eo bet oberataet, ha kalz preder a gemer Sviatlana gantañ : evit ober war e dro he deus paouezet gant ar c'helenn.
Dilennadegoù 2020
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]E 2020 e voe harzet gwaz Sviatlana Tsikhanouskaya. Kaset e voe d'an toull gant emsaverien all, evit mirout outo a vont war ar renk en dilennadegoù prezidant a-enep Alyaksandr Loukachenka, a oa e penn ar vro abaoe 1994. Tsikhanouskaya a zivizas lakaat hec'h anv ha klask mont da brezidantez. Daoust ma oa ur skoilh bras e teuas a-benn da zastum kant mil sinadur war hec'h anv, ar pezh a oa rekis evit mont war ar renk. Ne enebas ket Loukachenka abalamour ma soñje dezhañ e oa « ur paourkaezh plac'hig », a-hervez ne grede ket dezhañ e c'hallfe tud Belarus votiñ evit ur vaouez. Kabaliñ a reas Tsikhanouskaya evit cheñch ar vonreizh (abalamour da lakaat harz da respet ar brezidanted), aozañ dilennadegoù dieub ha dieubiñ an holl brizonidi bolitikel. Ne felle ket dezhi mont da bolitikerez da viken : prometiñ a rae lakaat fin d'ar sistem lakaet e plas gant Loukachenka, ha mont kuit ur wech ma vefe kaset da get. Harpet e veze Tsikhanouskaya gant an tu enep, ha gant maouezed all evelti hag a oa bet bac'het pe harluet o gwaz. Redek hent a reas ha bodañ e-leizh a dud, evel na oa bet gwelet biskoazh dindan Loukachenka : 220 000 a dud e Minsk, 20 000 a dud e Brest. Gourdrouzoù ha skoilhoù a voe da-heul, rak nec'het e oa gouarnamant Loukachenka, tra ma oa bet skoet ar vro hag hec'h ekonomiezh gant ar c'hovid.
D'an 9 a viz Eost e oa dalc'het an dilennadegoù. Gant Bodad Kreiz an Dilennadegoù e voe embannet, diouzh an abardaez, e oa dilennet Loukachenka evit ur 6vet respet gant 80% eus ar mouezhioù. 10% eus an dud o defe votet evit Tsikhanouskaya ; padal e lavar-hi emañ ar muiañ-niver ganti : 60% eus ar mouezhioù, da vihanañ, a vefe aet ganti. « Krediñ a ran er pezh a welan, ha gwelet a ran emañ ar muiañ-niver ganeomp » emezi. Antronoz e voe goulennet ganti kuitaat ar vro ; a-hend-all e vije bac'het, hag he bugale a vije skrapet diganti.
An harlu
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Da Lituania ez eas d'an harlu gant he daou vugel, tra ma chome he gwaz prizoniet. Ac'hann e c'halvas tud Belarus da vanifestiñ evit rediañ Loukachenka da guitaat e garg. D'ar 16 a viz Eost 2020 e c'hoarvezas e Minsk ar brasañ manifestadeg a oa bet er vro biskoazh (100 000 a dud hervez an AFP, 200 000 hervez Reuters), evit goulenn dilennadegoù dieub. Er mizioù da c'houde, tra ma veze gwallgaset ar vanifesterien e Belarus, ha flastret an emsavadeg tamm-ha-tamm, e reas Tsikhanouskaya he seizh gwellañ evit sachañ evezh ha sikour ar broioù europat all. Mont a reas da welet renerien evel Joe Biden, Emmanuel Macron, Angela Merkel, pe c'hoazh Justin Trudeau. Delc'her a ra gant al labour diplomatel-se abaoe, gant emgavioù ha prezegennoù, evel e Parlamant Europa e miz Du 2021 da skouer. N'eo ket bet anavezet disoc'hoù an dilennadegoù, na Loukachenka evel prezidant, gant meur a vro. Lod anezho a anavez Tsikhanouskaya evel dileuriadez Republik Belarus, hag evel prezidantez a-wechoù zoken.
Goude ma voe aloubet Ukraina gant Rusia e miz C'hwevrer 2022, e savas Sviatlana Tsikhanouskaya ur gouarnamant en harlu, ar pezh he doa nac'het ober ez-ofisiel betek-neuze. Eviti en doa graet Loukachenka un taol treitour d'e vro, p'en doa sikouret Rusia en ur lezel an arme rusian da brientiñ ha luskañ hec'h aloubadeg adalek Belarus. Gant he gouarnamant-hi e fell dezhi dileuriañ pobl ha republik Belarus, sikour Ukraina da c'hounit ha kas ar bagadoù rusian kuit a-ziwar douaroù Belarus.
E 2022 e voe kondaonet Tsikhanouskaya da 15 bloavezh toull-bac'h gant ar justis velarus. Evel-just e nac'h Lituania herzel anezhi, evel m'eo bet goulennet gant Minsk.
E miz Mezheven 2025 e voe dieubet he gwaz Sergei Tsikhanousky, ha kaset kuit da Lituania.