Suomi KP/-31
Suomi KP/-31 | |
---|---|
![]() Ur bistolenn-vindrailher Suomi KP/-31 | |
Kinnig | |
Bro | ![]() |
Doare | Pistolenn-vindrailher damaotomatek / aotomatek |
Mont en-dro | Tennata dre argil |
Munisionoù | 9 × 19 mm Parabellum 7,65 mm Parabellum (pimpatromoù) |
Ijiner | Aimo Lahti |
Mare ijinañ | Dibenn ar bloavezhioù 1920 |
Produer | Tikkakoski Oy |
Mare produiñ | 1931 - 1953 |
Pouez ha muzulioù | |
Mas (hep kartouchenn) | 4,6 kg |
Hirder | 870 mm 925 mm (SJR) 740 mm (Bunker) |
Hirder ar c'hanol | 314 mm |
Perzhioù all | |
Hed-tenn efedus | 200 m |
Tizh mont e-maez ar boledoù | 396 m/s |
Lusk-tennañ | 750-900 tenn/mn |
Endalc'h | Kargerioù fiñv eeun 20, 36 pe 50 kartouchenn Kargerioù fiñv ront 40 pe 71 kartouchenn |
Lezenn | |
Rummad e Bro C'hall | A |
Ar Suomi KP/-31, hervez he anv ofisiel Suomi-konepistooli m/31 ("pistolenn-vindrailher finlandat stumm 1931"), a zo ur bistolenn-vindrailher ijinet gant Aimo Lahti ha lakaet e servij e deroù ar bloavezhioù 1930 e arme Finland, hag implijet ganti e-pad ar Brezel Goañv (1939-1940) hag ar Brezel Kendalc'h (1941-1944) dreist-holl.
Istor
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]An ijinour finlandat Aimo Lahti e kreiz ar bloavezhioù 1920 ar bistolenn-vindrailher KP/-26, met ne oa ket laouen ganti, abalamour da gudennoù skoilh stag ouzh he sistem pourveziañ. Etre 1930 ha 1931 e tegasas kemmoù dezhi, en ur vihanaat ar plas dirak ar gulasenn, en ur cheñch sistem stagañ ar c'harger, hag en ur adtresañ beg ar c'hanol, pa oa techet hini ar KP/-26 da sevel betek pa veze tennet. Choaz a reas ivez Lahti cheñch kalibr an arm ha mont gant an 9 mm Parabellum. Ur gartouchenn eeun e oa : aesoc'h e oa neuze ijinañ sistemoù tennata tro-dro dezhi evit ar 7,65 mm Parabellum, dezhi ur stumm boutailh. Lahti a dresas ivez daou garger evit e arm nevez, unan eeun 20 kartouchenn, hag unan ront 40 tenn[1].
Desachañ a reas an arm evezh Ministrerezh an Difenn finlandat, met ne oa embregerezh ebet prest da broduiñ anezhañ c’hoazh. Oscar Östman, a oa e penn an Tikkakoski Rauta ja Puuteollisuusyhtiö, a ziskouezas e interest, ha boulc’het e voe ar produiñ e 1931. Ur 4.000 skouerenn bennak eus ar KP/-31 a oa e servij en arme e deroù ar Brezel Goañv. Eno e tiskouezas bezañ fiziapl[2], ha ken resis e voe implijet gant tennerien resisted evel Simo Häyhä en e emgannoù kentañ. Koustus a-walc'h e oa an arm d'ober, hag Aimo Lahti a savas pimpatromoù marc'hamatoc'h da vare ar Brezel Kendalc'h, met ne voent ket produet a-yoc'h james. E-pad an Eil Brezel-bed e voe pourveziet an arm d'ar soudarded gant kargerioù eeun 50 tenn pe ront 71 tenn[1]. Paouez a reas ar produiñ e 1944 goude harz-tan Moskov.
Daou stumm all, unan berroc'h "bunker", hag unan hiroc'h evit bezañ savet war-vourzh tankoù, a voe produet. Ur stumm eus ar KP/-31 diazez zo bet produet e Sveden gant Husqvarna. Ul lamm eeunoc'h, ur pontig ledanoc'h, hag ur c'houch reolius evit tennañ da 100, 200 ha 300 metr zo dezhi[3]. Ma konter ar stumm-mañ e istimer ez eus bet savet war-dro 80.000 skouerenn eus ar bistolenn-vindrailher etre 1931 ha 1953.
-
Ar Suomi KP/-26, a servijas da ziazez ar KP/-31
-
Tres eus diabarzh ar KP/-31 tennet deus ar breved orin
-
Stumm Bunker
-
Ur KP/-31 etre daouarn ur soudard finlandat da vare emgann Vuosalmi (strizh-douar Karelia)
Levrlennadur
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- (de)(en) HEIDLER Michael, Die finnische Maschinenpistole Suomi M/31: The Finnish Submachine Gun Suomi M/31, 96 p., ISBN 978-3866190924
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- ↑ 1,0 ha1,1 (en) 9 mm Suomi M/31, Jaeger Platoon (lennet d'an 12/06/2025)
- ↑ (en) POPENKER Maxim, Suomi M/31, Modern Firearms (lennet d'ar 14/06/2025)
- ↑ (fr) Suomi KP m/37-39, Arme et Passion (lennet d'an 12/06/2025)