Mont d’an endalc’had

Stumm 19 Norzh Sina (pistolenn)

Eus Wikipedia
Arabat eo droukveskañ gant Stumm 19 Norzh Sina (fuzuilh).
Pistolenn stumm 19 Norzh Sina
Kinnig
Bro Banniel Japan Japan
Sina aloubet
Doare Pistolenn damaotomatek
Mont en-dro Tennata dre argil berr ar c'hanol
Munision 8 × 22 mm Nambu
Mare produiñ 1944 - 1945
Niver produet War-dro 100
Implijet e Brezel etre Sina ha Japan
Eil Brezel-bed
Mare servij 1944 - 1945
Perzhioù teknikel
Mas (hep kartouchenn) 1,106 kg
Hirder 235 mm
Hirder ar c'hanol 118 mm

Endalc'h Karger fiñv 8 kartouchenn
Lezenn
Rummad e Bro-C'hall B

Ar stumm 19 Norzh Sina (e japaneg : 北支一九式拳銃) zo ur bistolenn damaotomatek bet produet e dibenn an Eil Brezel-bed gant Impalaeriezh Japan ha Renad Wang Jingwei e norzh Sina. Un diskoulm e oa evit degas armoù-dorn d'an unvezioù e Manchouria pa oa bet troc'het linennoù pourveziñ Japan gant listri-spluj ha bombezadegoù ar Gevredidi. End ofisiel e oa bet aprouet gant penn burev an ordrenañs.

Seblantout a ra ar bistolenn-mañ bezañ un adstumm simplaet eus an Nambu 14, met an holl baperioù a denne da ziorren an arm a zo bet kollet e fin ar brezel[1]. An nebeud kemmoù degaset eo lec'hiadur loc'henn surded an arm, hag ar fed e vefe simploc'h ar Stumm 19 da zivontañ evit an Nambu 14. Mod-all e oa ar Stumm 14 heñvel ouzh ar bistolenn orin, dezhi ur sistem tennata dre argil berr hag ur c'harger 8 kartouchenn 8 × 22 mm[2].

Pal Japaniz e oa sevel 5 000 skouerenn eus an arm, met tro 200 a vije bet produet hepken, etre 1944 ha 1945, dezhe ur c'halite izeloc'h-izelañ a feur ma oa fin ar brezel o tostaat[2]. Nebeut-tre a skouerennoù eus an Type 19 a chom hiziv-an-deiz, un unnek bennak nemetken.

Liammoù diavaez

[kemmañ | kemmañ ar vammenn]
  1. ↑ (en) Derby, Harry L. Japanese Military Cartridge Handguns 1893–1945 (2003), p. 258
  2. 1 2 (en) McCOLLUM Ian, North China Type 19: The Improved Nambu Pistol, Forgotten Weapons, 15/11/2018 (lennet d'ar 21/12/2025)
  Stag eo ar bajenn-mañ ouzh Porched an Armoù-tan