Mont d’an endalc’had

Studio Ghibli

Eus Wikipedia
Studio Ghibli
animation studio
Tachenn obererezhioùfilm industry, video game industry Kemmañ
Deiziad krouiñ15 Mez 1985 Kemmañ
Anv er yezh a orinスタジオジブリ Kemmañ
Tachenn labourtresadennoù-bev, film industry Kemmañ
Anvet diwarghibli Kemmañ
DiazezerHayao Miyazaki, Isao Takahata, Toshio Suzuki, Yasuyoshi Tokuma Kemmañ
StadJapan Kemmañ
Daveennoù douaroniel35°42′11″N 139°31′46″E Kemmañ
Furm lezennelkabushiki gaisha Kemmañ
Lec'h diazezKichijōji-Honchō Kemmañ
Perc'hennet gantTokuma Shoten, Nippon Television Kemmañ
Aozadur mammTokuma Shoten, Nippon Television Kemmañ
Organizational divisionsStudio Ghibli Records, Studio Kajino Kemmañ
Sez sokialKajinochō Kemmañ
Raklec'hiet gantTopcraft Kemmañ
Erlec'hiañ a raTopcraft Kemmañ
MaskotennTotoro Kemmañ
Produtresadennoù-bev Kemmañ
Lec'hienn ofisielhttps://www.ghibli.jp/ Kemmañ
Hashtagスタジオジブリ Kemmañ
Rummad evit an iziliCategory:Studio Ghibli people Kemmañ
Oberennoù zo en dastumadNational Museum of World Cultures Kemmañ
Statud e wirioù aozerOberennoù dezhe gwirioù aozer Kemmañ
Roll elfennoùlist of Studio Ghibli works Kemmañ
Map

Studio Ghibli Inc zo ur studio japanat krouet gant Hayao Miyazaki hag Isao Takahata e 1985. Produiñ a ra filmoù-bevaat hir pe verr, hag ivez un nebeud filmoù skinwel, steudadoù ha c'hoarioù video. Brudet eo ar studio dreist-holl evit e filmoù hir evit an holl dud, ha meur a hini anezho o deus graet berzh e-touez an arvesterien.

Skeudenn Totoro eo logo ar studio. Ur c'hrouadur deuet war wel en Ma amezeg Totoro, unan eus filmoù brudet ar studio. Krouet e oa bet e 1988.

Krouet e oa bet ar studio e miz Mezheven 1987 gant ar filmaozourien japanat Hayao Miyazaki hag Isao Takahata, ha gant ar gompagnunezh Tokuma Shoten, embannerez ar gelaouenn diwar-benn ar buheziñ. E 1984 e oa bet krouet ar film Nausicaä de la Vallée du Vent. Produet e oa bet ar film e studio Topcraft. Met berzh Nausicaä a zedennas ouzhpenn 900 000 arvester en ur ober un hanter-kant devezh bennak.

Digeriñ a reas an hent da grouiñ ur studio penn-da-benn, aesoc'h evit raktresoù, hag a lezfe muioc'h a zizalc'hiezh ha gant-se muioc'h a frankiz arzel evit Miyazaki ha Takahata. Meur a arzour o deus labouret war Nausicaä a ya d'ar studio Ghibli ha dont a reont da vezañ kenlabourerien a-gozh.

Oc'h implijout ar gounidoù graet gant Nausicaä e krogas Hayao Miyazaki e 1985 da broduiñ un teulfilm hag a ziskouez e oa deuet Isao Takahata da vezañ sevenet : Istor kanolioù Yanagawa. Er penn kentañ, ar film a rank bezañ gouestlet da istor skol gêr met e-pad ar gweladennoù da zizoleiñ, Isao Takahata a zizolo kanolioù Yanagawa a zeu eus ar XVIvet kantved ha sot eo ganto, kement ma ouestl ar film dezho. Ar film skinwel, a ya luc'hskeudennoù d'ober an darn vrasañ anezhañ, ouzhpenn un nebeud heuliadoù bevaat, a daolenn strivoù annezidi kêr Yanagawa e prefeti Fukuoka evit gwareziñ kanolioù kêr diouzh ar saotradur war-gresk. Dale zo gant ar produerezh ha kalz en tu-hont d'ar budjed rakwelet ez a Takahata. Abalamour da gement-se e rank Miyazaki sikour anezhañ da beurseveniñ ar film. Skignet e oa bet war ar chadenn NHK e 1987. N'eo ket bet skignet kalz er-maez eus Japan. Biskoazh n'eo bet skignet dindan logo ar studioioù Ghibli ; un degouezh hep e bar e chom ha peurliesañ n'eo ket bet renablet e-touez produadurioù ar studio.