Strollad parlamantel
| Iskevrennad eus | aozadur politikel, legislative caucus |
|---|---|
| Tachenn labour | Politikerezh |
| Den e penn an aozadur | penn ar strollad parlamantel |
Ur strollad parlamantel, pe gronnad[1] parlamantel, zo ur strollad savet gant izili eus strolladoù politikel disheñvel pe gant politikerien dishual hag a zo dezho soñjoù boutin etrezo. E lod eus ar sistemoù parlamantel e vez aotreet strolladoù politikel bihanniver, ha n'o deus ket a-walc'h a zileuridi evit kaout ur strollad en o anv, d'en em unaniñ gant strolladoù all pe da vezañ gant politikerien dishual evit tennañ gounid pe gwirioù ha na vezont roet nemet d'ar strolladoù parlamantel. Un emglev a-benn an dilennadeg, lec'h ma vez kemmesket lod strolladoù politikel evit un dilennadeg resis, a zo damheñvel ouzh ur strollad parlamantel. Ur strollad teknikel pe kemmesk a zo damheñvel ivez met ar wech-mañ an izili ne rannont ket dre ret ar memes mennozhioù pe ideologiezhoù.
Ar strolladoù parlamantel a c'hell dilenn ur penn ar strollad parlamantel; ar pennoù-se a zo alies tud vrudet ha galloudus war an dachenn bolitikel. Izili ar strolladoù parlamantel a rank peurvuiañ sentiñ ouzh urzhioù ar strollad da votiñ ar memes traoù. Ma ne vez ket heuliet urzhioù ar strollad e c'heller bezañ skarzhet.