Strollad Etregouarnementel evit priziañ Emdroadur an Hin (SEEH)

Ar Strollad Etregouarnamantel evit priziañ Emdroadur an Hin (SEEH) zo un aozadur etregouarnamantel karget da briziañ ment, abegoù ha disoc'hoù ar cheñchamant hin a zo o vont war-raok. Anvet eo IPCC (Intergovernmenal Panel on Climate Change) e saozneg ha GIEC (Groupe d'experts Intergouvernemental sur l'Évolution du Climat) e galleg.
Krouet e 1988 dindan evezh Aozadur Meteorologiezh ar Bed (World Meteorological Organization, WMO) ha Programm evit an Endro ar Broadoù Unanet (Programme des Nations Unies pour l'Environnement, PNUE) da heul ur intrudu politikel etrebroadel, digor eo ar SEEH d'an holl vroioù izili eus Aozadur ar Broadoù Unanet. Bodañ a ra 195 Stad.
Diazezet eo priziadennoù ar SEEH war embannadurioù skiantel ha teknikel, a vez kendastumet gant aozerien ar SEEH en un doare burutellet. Embannet e vezont e stumm danevelloù diverrañ pe danevelloù a denn d'un elfenn bennak eus ar cheñchamant hin, e-barzh kelc'hiadoù priziañ a bad war-dro seizh vloaz. E 2023 e oa bet embannet an danevell briziañ diwezhañ.
Skrivet gant kantadoù a skiantourien eus ar Stadoù izili, labour ar SEEH a zegas ivez diverradennoù evit ar bolitikourien, adwelet frazenn-ha-frazenn ha kadarnaet ent-ofisiel a-unvouezh gant dileuridi ar Stadoù, gant asant an aozerien skiantel.
An enklaskoù skiantel war an hin, dreist-holl ar goulenn diwar-benn levezon obererezhioù mab-den warnañ, a zo aet war-raok kalz e-kerzh an XIXvet hag an XXvet kantved, daoust ma oa bet kaset labourioù da benn a-raok[1]. Da gentañ e oa bet lakaet levezon an dud war an hin da vihan, gant an anadennoù naturel o vezañ lakaet da bouezusoc'h a-galz eget levezon oberoù mab-den[1]. Hervez Serge PLanton, anezhañ unan eus enklaskerien ar GIEC, « ken abred ha dibenn an XIXvet kantved koulskoude, ar c'himiour svedat Svante Arrhenius a verkas e c'hellfe bezañ ul liamm etre ar c'hementad a zioksidenn garbon (CO2) en aergelc'h ha gwrezverk ar blanedenn »[1]. En XXvet kantved e voe gwelet an enklaskoù hag ar mennozhioù o vont war-raok, hag e dibenn ar bloavezhioù 1980 e voe lakaet levezon obererezh mab-den war an hin d'ur martezead sirius[1].

Strolladoù labour
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]Tri strollad labour zo en IPCC[2][3].
- Studiañ perzhioù fizikel cheñchamant an hin[4].
- Derc'hel kont eus heuliadoù cheñchamant an hin war ar reizhiadoù denel ha naturel, breskted ha doareoù da azasaat ar reizhiadoù sokio-ekonomikel koulz hag ar re naturel[5].
- Studiañ penaos skañvaat cheñchamant an hin (penaos digreskiñ ment ar c'hemmoù en hin dre strishaat an eskemmoù gazoù efed ti-gwer)[6].
Daveennoù
[kemmañ | kemmañ ar vammenn]- 1 2 3 4 (fr) Mieux comprendre le Giec (Gwengolo 2012). Kavet : 24/08/2026..
- ↑ (fr) IPCC (GIEC). Comment le GIEC est organisé. Kavet : 24/08/2026.
- ↑ (fr) Tannous, Manon-Nour. Qu'est-ce que le GIEC ?. Kavet : 24/08/2026.
- ↑ (en) Working Group I- The Physical Science Basis. Kavet : 24/08/2026..
- ↑ (en) Working Group II - Impacts, Adaptation and Vulnerability. Kavet : 24/08/2026.
- ↑ (en) Working Group III - Mitigation of Climate Change. Kavet : 24/08/2026..
